Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
doctrin ar guir gristen.

comparachet gant an astrou, o veza ma tilezont an traou terricn, evit en em occupi eus an traou cœlestiel hepquen : o daoulagad, o speret hac o c’halon a zo casi ato savet varzu an êe, hac eno, evel a lavar an abostol, ema o c’honversation ordinal : nostra autem conversatio in cœlis est [1]. Er c’hontrol, ar re a zalc’h re-hir o daoulagad paret var an traou terrien, a stag pront o c’halon outho. Quemen-ma a erruas gant ar roue David, pehini o veza arretet re-hir e zaoulagad var bried Uri, a goncevas dezirou-fall anezi, hac a guezas ganthi er pec’het [2]. Ar maro, eme ar profet Jeremi, a antreas en e galon dre e zaoulagad hac a vuntreas e ene [3]. Rac-se sant Gregor a lavar deomp penos ne dleomp quet arreti hon daoulagad var ar pez ne dè quet permetet deomp da zezirout [4]. Ar patriarch Job, santella den a zo bet biscoas var an douar ne bermete quet d’e zaoulagad para var ur plac’h yaouanq [5], o credi parfet penos al lagad eo an or ordinal dre behini e c’hantren er galon, ar zongesonou, an dezirou hac ar pec’hejou dishonest. Job, eme sant Ian Chrisostom [6], en deus crênet, ar pez a dle rei deomp oll da gompren penos e tleomp crena hon-unan, peguer zantel-hennac e c’hallemp beza . N’en em gavit quet alies hoc’h-unan, gant plac’h-ebet, eme an Tadou zantel eus an Ilis, na chomit quet pell assamblez ganthi, hac etre ma viot ho taoulagad a dle beza izel, ho comzou ber ha serius. Cum alio sexu, sermo gravis, brevis [7], solus cum sola nunquam sedeas [8].

III. Ar c’homzou dishonest, ar c’honversationou-fall, eme ar Speret Sanlel, a laca buan ar gorruption etouez an dud, memes ar re zantella :

  1. [Phil. III, 20.]
  2. [Gw. II. Reg. XI.]
  3. [Cf. Jer. IX, 21 : quia ascendit mors per fenestras nostras….]
  4. [Greg. M., Moral. in Job, XXI, 2 : Intueri non decet quod non licet concupisci.]
  5. [Job XXXI, 1.]
  6. [… (oc’h addisplegañ Job IV, 4 : pavor tenuit me, et tremor, et omnia ossa mea perterrita sunt.]
  7. [Lakaet e-gaou war gont s. Aostin gant Ps. Tho. Aq. (= Matth. Cracov.), De modo confit., 22.]
  8. [Hieron., Epist. LII (ad Nepotian.), 5.]