Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
eil loden.

reont agreaploc’h da Zoue, abalamour d’ar boan a roont deompy ha d’ar zourci a guemeromp d’ô zrec’hi… Ar zongeson dishonest a zo ato ur pec’het marvel adalec ma en em blijer enni a volontez franq… en ampoent memes na zezirer quet an drouc e pehini e Songer : perversæ cogitationes separant a Deo (Sap. i). Ar c’honcil a Drant a lavar memes penos ar zongesonou-fall e pere en em blijer, a zo, en ur fæçon-bennac, goassoc’h eguet an actionou : nonnunquàm animam graviùs sauciant quàm illæ quæ manifestæ admittuntur [1]. Rac an actionou dishonest a inspir mui a horrol ; ne gaver quet ato an occasion, an amzer, ar plaç, a dud d’o c’hometi; rebechou ar goustianç, ar vez hac ar gonfusion a zo remejou precius ; mæs netra a guemen-ma ne droubl an ini en em blich en e voal zongesonou ; dihoallit eta outho , hac o chasseit pront. Ur zongeson a zo ar pas quenta a reomp varzu ar vuez pe varzu ar maro ; varzu ar vuez, mar dê ur zongeson-vâd ; varzu ar maro, mar de ur zongeson-fall. Destumit, eme ar Speret Santel, al leern-bian-se, mar ho lezit da gresqui, e revînfont ho quinien ; lazit an aer-vian-se, deut da veza bras e c’hell ho flêma ha rei deoch ar maro : mouguit an fulen-dân-se, gant aon rac an tân goal pehini a alfe dêvi hoc’h oll danvez ; da lavaret eo, chasseit buan ho songesonou dishonest, rac mar en em bligit enno, e roit ar maro d’hoc’h ene.

II. Ar zellou dishonest : piou eo, a c’houlen ar profet Isai, an dud-se pere a zo huel evel an astrou, hac en em dên neuse souden en toullou-moguer evel ar goulm ? [2] Sant Gregor [3] a respont penos ar re-se eo an dud just pere a zo, er Scritur,

  1. [Concil. Trident., Sess. XIV, cap. 5.]
  2. [Is. LX, 8.]
  3. [Greg. M., Moral. in Job, XVIII, 47 (ha XXVII, 9).]