Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/248

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
doctrin ar guir gristen.

em ravolti assamblez ganthan, a-enep o C’hrouer, o zad hac o roue. Petra lavarfac’h-hu eus a un den pehini a ampechfe ar parqueier da brodui, ar guez da rei o frouez, pe an heaul da rei e sclerigen ? Ur monstr eo, eme c’hui, digacet da droubli an urs laqueet gant Doue etouez an traou crouet. Mæs c’hui, mezvier ; c’hui touer-doue, ha c’hui oll tud scandalus, eo ar monstr horrubl-se, caus oc’h d’ar grouadurien d’en em ravolti a-enep ho C’hrouer.

2° Hac ive a-enep hon Redemptor : hor Zalver a zo deut var an douar evit clasq ha savetei ar pec’her, mæs an den scandalus dre’r pec’hejou a laca da gometi a zao ur voguer a zisparti etre hor Zalver Jesus hac an dud en deus prenet gant ar prix eus e voad… Deut eo hon redemptor benniguet da acquisita deomp dre e bassion hac e varo ur guir reel e rouantelez an êe : veni ut vitam habeant et abundantiùs habeant [1] ; mæs an den scandalus a lam diganeomp ar guir-se hac a ro deomp ar maro eternel dre e voal exempl… Ne doun quet deut, eme Jesus-Christ, da c’hervel ar re just, mæs ar bec’herien da ober pinigen [2] : mæs allas, va Doue, ar bec’herien a zo etouez rouejou an dud scandalus pere a ra dirazo goab eus ar binigen, eus ar retrejou hac eus ar sacramanchou, ne zistro int [sic] biquen ouzoc’h : an den scandalus a zo eta ur monstr a fallagriez, un antechrist.

3° Ia, en lavaret oc’h eus :tu dixisti : e zaoulagad a zo leun a aoultriac’h : anezo e sorti un tân impur pehini a ra goassoc’h ravach eguet an tân-goal : e c’hinou a zo evel ur bez digor ; dre’n ezen-fall a leusq, e squign ar maro dre oll : e deod a zo dangerussoc’h eguet bilim an aër-viber :

  1. [Joan. X, 10.]
  2. [Luc. V, 32.]