Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
215
eil loden.

ober : hoguen, tud vras, tud pinvidic, tadou ha mamou, mistri ha mæstrezet, c’hui a zo sclerigen ar bed, vos estis lux mundi [1] ; mar roit an exempl-fall, hoc’h inferioret a lavaro : ar re-ze a ra evel-hen, perac ne rafemp-ni quet ! Deus hoc fecit, et ego non facerem ? [2]

3° An exempl-fall ne vanq quet ive da squigna an drouc : henvel eo, eme an abostol, ous ar goell pehini a deu buan da c’hoï ha da gorrompi an toaz [3] : henvel eo c’hoas ous ar gangren pehini en em squign hep dale dre’n oll isili. Nac a ravach n’o deus quet græt, ebars en Europ, an daou hæretic bras eus an amzeriou diveza-ma, Luther ha Calvin ? O Doue, nac a vroyou ampoesonet dre o hæresi hac o fals doctrin ? Diou blac’h-fall, Frines ha Laïs, o devoa corrompet ar Greç pen-da-ben, evel-se un den scandalus a zo avoalc’h evit coll ur barres hac un escopti memes. Allas, beza ez-eus tud, pere o deus dija victimou en ifern, int a guëzo ive eno d’o zro, ha var o lerc’h e tisquenno c’hoas re-all pere o devezo er memes tra collet dre o goal exempl. O den scandalus, eme sant Augustin [4], piou a allo resista ouzit ?

2° Ar goal exempl a gontroli ar volontez en deus an Autrou Doue d’hor zavetei, oc’h hon ravolti a-enep hor C’hrouer hac a-enep hor Redemptor, hac oc’h hon renta henvel ous an drouc-speret.

1° Oc’h hon ravolti a-enep hor C’hrouer : Doue en deus hor c’hrouet evit e anaout, e garet hac e zervicha ; mæs an den scandalus a den achanomp eus ar stad a oboissanç e pehini ez-omp laqueet gant Doue : lavaret a ra e-unan a vouez huel, ha dre e gundu, penos n’e oboisso quet ; hac evel Lucifer, pe Absalon, lacat a ra cals a re-all d’en

  1. [Matth. V, 14.]
  2. [Gw. uh.]
  3. [I. Cor. V, 6-7 ; Gal. V, 9.]
  4. […]