Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
eil loden.

than un occasion a bec’het : dictum vel factum minùs rectum, præbens alteri occasionem ruinæ (sant Thomas [1]). Ar goal-exempl a zo ur speç-muntrerez pehini a lam, non pas buez ar c’horf, mæs buez an ene pehini a zo infinimant preciussoc’h : rac-se hor Zalver a ra d’an dud a voal exempl gourdrousou ar re derrupla : malheur, emezan , d’an den a voal exempl ; guel e vije bet dezan, beza bet præcipitet e goeled ar mor eguet beza roet exempl-fall da unan hepquen eus ar vugale a gred ennon-me ! [2] En effet, ar goal exempl sicour an drouc-speret da goll an eneou hac a gontroli ar volontez-vâd en deus Doue d’hor zavetei.

I° Sicour a ra an drouc-speret, o tesqui an drouc d’ar re-all, oc’h en autoriza hac oc’h er squigna.

O tesqui… Jeroboam, roue impi ha scandalus, evit ampech ar bobl a Israel da vont d’an templ a Jerusalem da adori ar guir Doue, gant aon na retornje da gaout famill David a behini e oa en em zispartiet injustamant, a reas idolou , hac a lavaras d’ar bobl : pobl a Israel, cetu ama an doueou o deus ho tennet a zindan captivite Pharaon ; dre’r voyen-se, cals-bras eus an Israelitet a guëzas en idolatriach [3]… An dud scandalus a ra un dra-bennac henvel ; clêvit an den avaricius pe difeiz-se o lavaret d’e vugale ha d’e zervicherien : perac beza ato o redec d’an ilis ha da goës, nac an ilis nac ar veleyen ne roï deoc’h peadra da veva ;… deut, va mignonet, a lavar ar mezvier, ur banne-guin n’en deus græt biscoas drouc da zen ;… ar yaouanquis a renq en em divertissa, eme an dud lubric, rac ne bado quet ato ;… touet

  1. [Tho. Aq., Sup. IV. Sent., dist. 38, q. 2, art. 1.]
  2. [Matth. XVIII, 6 sqq. (ha Marc. IX, 37 ; Luc. XVII, 1-2).]
  3. [Gw. III. Reg. XII, 26 sqq.]