Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
doctrin ar guir gristen.

d’en em unani gant ho preur, neuse e c’hallot distrei gant fizianç da ober hoc’h offranç pehini a vezo agreabl da Zoue. Obliget omp eta da bardoni ha da bardoni hep dale : mæs ped guech e tleomp-ni pardoni d’hon nessa ? Quotiès peccabit in me fraier meus et dimitiam ei ? [1] Red eo, eme hor Zalver, pardoni ato : parfet e ra an ini pehini o veza bet scoet var ur chod a ro ar chod-all ; pehini o veza divoeret e vantel a zivoer ive e vaz [2]. Hon dever eo disquez d’ar re o deus hon offancet penos ne zalc’homp netra en o enep : rac-se e tleomp, mar cavomp occasion, o zaludi, parlant outho : rac, eme hor Zalver, ma na zaludit nemet ho mignonet, petra rit-hu en tu-all d’ar bayanet ? a n’er greont-y quet o-unan ? [3] Carit hoc’h adversourien, eme hor Zalver, ha grit vâd d’ar re a gassa ac’hanoc’h : rentit ar mâd evit an drouc, ha pedit evit ho persecutourien hac ho calomniatourien. Guir eo penos ar garantez a dleomp da gaout evit hon adversourien, n’en dê quet ur garantez a denerediguez, eme sant Thomas [4], henvel ous an ini a dleomp da gaout evit hor c’hærent hac hor mignonet, mæs ur garantez a ræson pehini a gonsist, o veza præst d’e zaludi, da barlant outhan, da chom hep dezirout drouc dezan, ha d’e sicour en e ezom, hac e cas a necessite ; cousgoude ar garantez parfet a zo generussoc’h : an tad Maner [5] a lavare e considere e inimiet evel ælez digacet gant Doue evit e boursu da vale en hent eus e silvidiguez hac o c’hare a greiz e galon.

II. Ar scandal pe ar goal exempl a zo ur goms pe un action capabl da lacat an nessa da zilezel ar mâd ha da ober an drouc, ha da veza evel-se evi-

  1. [Matth. XVIII, 21.]
  2. [Cf. Matth. V, 39-40.]
  3. [Cf. Luc. VI, 33-35.]
  4. [Cf. Tho. Aq., Sum. theol. I, q. 60 a. 2.]
  5. […]