Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/238

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
doctrin ar guir gristen.


1° Obliget omp da respeti ar rouanez : regem honorificate [1], abalamour Doue a rên dreizo var an traou crouet, hac abalamour ma ema e autorite etre o daouarn : per me reges regnant [2]. 2° Obliget omp da zenti outho, pa na c’hourc’hemennont netra control da lezen Doue : d’o enori ha da baea an taillou : Doue e-unan, en ordren deomp en e Scritur : rentit, emezan , da Zæzar ar pez-so da Zæzar, ha da Zoue ar pez-so da Zoue [3]. 3° Pedi a dleomp ive an Autrou Doue da accordi dezo ar graçou a bere o deus ezom evit en em zavetei hac evit hor gouarn gant furnez ha gant justiç… Ur roue a dle beza tad e bobl, hoguen ar vugale a dle pedi evit o zad ha requeti a bep seurt-vâd de-zan… Ar rouanez eus o c’hostez a zo obliget da c’houarn o zud, 1° gant furnez ha gant justiç : beza ez-int imachou beo an Autrou Doue, hoguen, Doue, dre behini e renont, a zo ar furnez hac ar justiç memes. 2° Obliget int da rei deomp exempl-vâd ; rac, pep-unan a gred beza parfet, pa’z-eo henvel ous e væstr : daoulagad an oll a zo digor varnezo, hac an oll a gar heuill o exempl.


PEMPET GOURC’HEMEN.


Non occides.
Ne lazit quet.

Doue, dre’r gourc’hemen-ma, a zifen ouzomp ober tôr d’hon nessa en e gorf pe en e ene ; hac a ordren deomp beva e peoc’h hac en union gant an oll. Difen a ra ouzomp lemel pe ziminui dre hon autorite pe hor faut hon-unan, buez corporel pe spirituel hon nessa ; hoguen an diou vuez-ma a eller da lemel pe da ziminui, da guenta,

  1. [I. Pet. II, 17.]
  2. [Prov. VIII, 15.]
  3. [Matth. XXII, 21 ; Marc. XII, 17 ; Luc. XX, 25.]