Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
eil loden.

buez ar c’horf, dre’r vuntrerez pe ar goal dretamanchou, ha buez an ene, dre’r gassoni pe ar goal exempl ; rac-se ar bempet gourc’hemen a zifen ispicial pevar zra ; ar vuntrerez græt pe requetet, ar goal dretamanchou, ar gassoni hac ar goal exempl.

I. Muntri pe laza a zo lemel e vuez digant unan-bennac ; hoguen, den-ebet na dle ober quemen-ma dre e autorite e-unan, abalamour n’en deus pemet Doue hac ar brincet pere a zalc’h e blaç var an douar, hac a alfe caout guir var hor buez ; me hepquen, eme Zoue, eo an ini a ro ar vuez hac ar maro : ego occidam et vïvere faciam [1]. Pebes injur a ra eta da Zoue ar c’hrim a gomet an dud-se pere a deu d’en em laza en un duel, pe en ur fæçon-all-bennac ? peguer criminal int ive dirac Doue ar plac’het hac ar groaguez ifam-se pere a lam ar vuez digant ar frouez a zougont ! Doue ne zifen quet hepquen ouzomp laza ar re-all, pe en em laza hon-unan, mæs difen a ra c’hoas an dezir memes da lemel e vuez digant hon nessa pe diganeomp hon-unan : dihoal da laza den-ebet, nac a galon nac a effet. Sul-vrassoc’h eo ar c’hrim, sul-goupaploc’h omp pa zeziromp er c’hometi, pa allomp, pa zicouromp ar re-all d’en ober.

II. Ar goal dretamanchou dre action pe dre gomz a; zo ive difennet dre’r bempet gourc’hemen a Zoue, abalamour quemen-ma a ell lemel pe verraat buez an nessa pe hor buez hon-unan : laquit evez eta da voal-squei ho bugale pe ar re-all : n’ho lezit quet da vervel gant ar riou, defaut dillad, boued, pe autramant defaut caout sicour digant medicin, mar hoc’h eus peadra : pourveit, guella ma ellot, d’hoc’h ezomou hoc’h-unan

  1. [Deut. XXXII, 39.]