Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
eil loden.

ma en em rullit er fanq eus ar pec’het : servichout a reont, eme an impalaer Justinien [1], da apæzi coler Doue var ar rouanteleziou, rac anez an dud-vâd, ar bed a vize pell-so confontet : omnia propter electos [2]. An drouc-speret ne de quet evit souffr e ve Doue enoret, rac-se e ra e bossubl evit lacat disprisout an dud consacret d’e zervich ; mæs ho pezit sonch-mâd, penos ar re a zispris an dud-ma, a ro da anaout penos ne garont nac an Autrou Doue, nac ar religion, nac o dever : ar pharisianet a re goab a Jesus memes, ar pastor souveren : perac ? Abalamour ma oa o c’halon stag ous an traou crouet, eme ar Scritur : quia erant avari [3] ; evel-se ur pastor-mâd en deus, ordinalamant, quellies a adversour evel a zen-fall en e barres… Mæs, eme c’hui, ar veleyen a zo cals anezo a lignez paour ha dister : nonne hic est filius fabri ? [4]… Pa leverer deomp o enori, ne de quet o lignez eo, quemen-se a ve o enori hervez ar bed, abalamour d’o danvez, mæs lavaret a rer deomp enori personach Jesus-Christ en o fersonach, rac ma zint e vinistret… Lavaret a rit c’hoas penos an dud consacret da Zoue ne dint quet alies guelloc’h evit ar re-all : an dud-ma evit guir a zo tud ha non pas ælez ; fazia a ellont ; prætanti na ellont quet pec’hi, a zo prætanti ne dint quet tud ; mæs eus a unan fall, ped-so hac a ra mâd o dever ? Un oficer a vanq d’al lê en deus græt : ha lavaret a reot-hu ez-eo fall ha parjur an oll oficerien ? Ma na dê quet santel buez unan-bennac eus an dud consacret da Zoue, ar c’haracter en deus recevet ne dê quet nebeutoc’h santel ; ur mæn precius, eme sant Ephrem, ne de quet nebeutoc’h precius evit beza cuëzet er vouillen [5] ; evel-se

  1. [Gw. Novell. CXXXIII, De vita monach., c. 5 (?).]
  2. [Cf. II. Tim. II, 10.]
  3. [Luc. XVI, 14.]
  4. [Matth. XIII, 55.]
  5. [Ephrem, Serm. I, 1 (de dign. sacerd.).]