Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
doctrin ar guir gristen.

eil d’eguile ur zujet a glac’har hac a zizesper epad un eternite, en ifern !


Deveriou ar bobl en andret ar veleyen.

Honora Deum ex tota anima tua et honorifica sacerdotes.
Enorit an Autrou Doue eus a greiz ho calon, ha respetit e vinistred. Eccl. c. 7.

Hon dever eo respeti ar veleyen, oboissa dezo, pedi Doue evitho.

I. O respeti : evel ma tleer enori ar zantelez a Zoue en e zænt, hac e c’halloud temporel var an traou crouet e personach ar rouanez, evel-se ive e fell dezan e ve enoret e c’halloud spirituel e personach ar veleyen, abalamour ar veleyen, eme sant Chrisostom, a zo consacret da Zoue, hac a zalc’h e blaç var an douar ! [1] Jesus-Christ a zo ar pastor dre excellanç hac ar veleyen a zo lodiec eus e veleguyach : ar galloud o deus da santifia an eneou dre voyen ar sacramanchou, da effaci ar pec’hejou, da chasseal an drouc-speret, da lacat an êe da zigueri epad an oferen hac hor Zalver da zont da veza præsant var an auter evel-se pa renter enor dezo, e renter enor da Zoue e-unan, ha pa o dispriser, e tispriser Doue memes ; rac eus ar veleyen eo e lavar hor Zalver e Aviel : ar re ho selaou, am selaou, hac ar re o dispris am dispris : qui vos audit me audit ; qui vos spernit me spernit [2]. Cousgoude pe seurt respet a zo hirio evit ar veleyen ? Da betra e servich quement a veleyen, a religiuset hac a leanezed, a c’houlen certen tud hep feiz ? Servichout a reont, eme sant Augustin [3], da veuli Doue en ampoent na rit nemet ên offanci : da ober pinigen, epad

  1. [Gw. Jo. Chrys., Homil. XIV-XV in Ep. ad Hebr. (dre vras).]
  2. [Luc. X, 7.]
  3. […]