Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xvij
epad an oferen.


d’ar Memento evit ar re varo.

Ho pezit memor, ô Jesus, eus lio servicherien baour hac eus ho servicherezet pere a so c’hoas ê poaniou ar purcator ! Recommandi a ran deoc’h, ô va Doue ; ispicial eneou va c’hærent, va mignonet, va madoberourien ha va mistri, quen spirituel, quen temporel, hac ive eneou ar re n’o deus den da bedi evitho ; dilivrit, va Doue, dilivrit anezo oll eus o foaniou grisies, roit dezo ar stad eürus eus ho parados ! Accordit deomp hon-unan perz e rouantelez an êe, assamblez gant ar zænt, an ælez hac an oll eneou just, evit ho meuli da virviquen en ho cloar, ô va Doue !

d’ar Bater.

Tad eternel, ne vilitan quet an enor d’ho quervel va zad, abalamour m’am eus pec’het ; mæs pa er permetit d’în, goude beza renoncet d’am pe-c’hejou, me a zeu ive da unissa va mouez gant mouez ho cuir vugale, evit lavaret deoc’h assamblez gantho : hon tad pehini so en êe, hoc’h hano bezet santifiet ; renit, va Doue, renit bremâ em c’halon dre ho craç, evit ma renin gueneoc’h eternelamant en ho cloar.

d’an Agnus Dei.

Oan Doue, pehini a so en em garguet eus a oll bec’hejou ar bed, ho pezit truez ouzin ! Bras eo an niver eus va fec’hejou ; mæs ho trugarez a zo c’hoas brassoc’h, o veza ma’z-eo infinit : effacit eta va offançou, ô va Doue ; purifiit va ene paour, ha grit ma vevin e peoc’h gueneoc’h, ô va Doue, gant va nessa ha guenê va-unan !…