Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xviij
pedennou


d’an Domine, non sum dignus

Allas, va Doue, d’în-me eo squei, gant glac’har, var boul va c’halon ; rac, allas ! re vir eo , siouas, penos »e vilitan quet ho receo abalamour d’am pec’hejou ; mæs, ô va Doue, o detesti a ran, renonç a ran dezo oll : lavarit eta ur guer hepquen, ha va ene a vezo rentet pare, hac e vizin a nevez, dre ho craç, unisset guencoc’h , ô va Doue, c’hui pehini a so va nerz ha va buez !…

pa gommuni ar belec (Communion spirituel)

Perac n’am eus-me quet ar bonor d’ho receo, ô va Jesus ! permetit da viana ma ho recevin dre zezir, a speret hac a galon, ha ma en em unissin gueneoc’h dre’r feiz, an esperanç hac ar garantez ! Ia, va Jesus, me a zezir ho receo realamant ! me a gred ennoc’h, me a esper ennoc’h hac ho car a greiz va c’halon !…

d’an oræsonou diveza.

O va Jesus, pa hoc’h eus bet ar vadelez d’en em immoli evit va silvidiguez , me a fell d’în ive ober pep tra evit ho cloar, ha soufr pep tra dre garantez evidoc’h : roit, ô va Doue, roit ho penediction d’an desir am eus da vervel, quentoc’h eguet hoc’h offanci jamæs.

da venediction ar belec

Cetu me ama, var va daoulin, ô va Doue ; ha ne zortiin quet eus ho ty, n’ho pezo roet d’in ho penediction ! ra vezin galoët eus ar venediction divin-ma evel eus a un ornamant precius ! ra chomo guenêen da viquen evit va fræeservi etouez corruption ha dangerou ar bed !