Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
eil loden.

dre’n hano a dad ; rac-se ar gourc’hemen ma ne gompren quet hepquen deveriou ar vugale e quêver o zad hac o mam, mæs e general deveriou an inferioret e quêver o superioret, ha deveriou ar superioret en andret o inferioret… 3° Evit ma o devezo ur vuez hir : sant Thomas a ro deomp ar ræson a guemen-ma : just eo, emezan, e ve lezet pell gueneomp ar pez evit pehini e tleomp caout cals a obligation, hoguen ar vuez eo hon deus recevet digant hon tadou hac hor mamou, ha mar o respetomp abalamour d’an obligation hon deus dezo, an Autrou Doue a lezo pell gueneomp ar vuez hon deus recevet digantho [1].

Ar gourc’hemen-ma eo ar c’henta eus en eil dablen : var an dablen guenta e oa scrifet an tri gourc’hemen quenta, da lavaret eo, an enor, ar garantez hac a respet a dleomp da Zoue, ha var an eil daulen, an enor, ar garantez hac ar respet a dleomp da dad ha da vam, hac e general d’hon oll superioret, quen ecclesiastic quen civil… Parlant a raimp da guenta eus a zeveriou ar vugale en andret o zadou hac o mamou, hac eus a zeveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale : d’an eil eus a zeveriou ar zervicherien en andret o mistri, hac eus a zeveriou ar vistri en andret o zervicherien : d’an drede, eus a zeveriou ar priejou, an eil en andret eguile : d’ar bevare eus ar zeveriou ar bobl en andret ar re er gouarn, hac eus a zeveriou ar re-ma en andret ar bobl : ac’hano pevar articl.

  1. [Cf. Tho. Aq., Super Epist. ad Ephes., VI, 1.]