Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
doctrin ar guir gristen.



quenta articl.

Deveriou ar bugale en andret o zadou hac o mamou, ha deveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale.

Ar vugale a dle enori o zad hac o mam, o respeti, senti outho hac o asista.

I. O enori : peder ræson hon oblig da guemen-ma. 1° Lezen an natur scrivet e calon pep-unan ac’hanomp en ordren deomp : angeandret ma zomp gantho eus o substanç, panaved ho ne oamp netra. Dihoallit, eme ar Speret Santel, da ancounac’haat ar boan en deus bet ho mam oc’h ho lacat var an douar, hac ar zourci en deus quemeret ho tad d’ho tic’horren [1]. Ar bayanet o deus anavezet an obligation ma : Seneq ne oa quen, hac a lavar penos ne dê bet biscoas dizent oc’h e dud [2]. An anevaled memes o deus ur certen anaudeguez eus al lezen-ma, ha dre o instinc a deu d’he miret. Ar cigogn, petra-bennac ne dê nemet ul labous dister, a c’holo e vam gant e bleun hac e fastur e-unan, eme an naturalisdet. Un niver-bras a loened a zisquez ar memes lenerediguez en andret ar re digant pere o deus recevet ar vuez. 2° Doue en deus graet deomp ur gourc’hemen expres da enori hon tad hac hor mam : honora patrem tuum et matrem tuam. Tertulien a c’halv ar gourc’hemen-ma an eil religion goude Doue : secunda à Deo religio [3] ; da lavaret eo, obligeta ma zomp eo da enori hor c’hærent goude Doue. 3° Ar promessaou caër a ra deomp ar Speret Santel, a dlefe beza avoalc’h evit hon douguen da enori hon tadou hac hor mamou ;

  1. [Eccli. VII, 29-30.]
  2. [L. Æn. Seneca, De benefic., III, 38 : Parentibus meis parui, cessi ; imperio eorum, sive æquum, sive iniquum ac durum fuit, obsequentem submissumque me præbui.]
  3. [Tertul., De pudic., c. 5.]