Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
doctrin ar guir gristen.

an dansou, ha quen impossubl eo beza chast hac en em blijout er seurt scanvadurezou, evel ma’z-eo bale var glaou beo hep lesqui plantou an treid : an dud a zonch hac a gred autramant, n’o deus mui a feiz : naufragaverunt circa fidem [1]. Etouez ar c’hoariou fall a rêr da zul, e conter ive gant ræson ar c’hoari-mellad : oc’h c ober, en em laqueer en danger d’en em vlessa, da gaout cassoni an eil ouz eguile, hac e cuëzer dindân an excumunuguen. Cals-all a dud a dremen o amzer da zul, en davarn o c’hoari cartou hac oc h eva ; an dud miserabl-ma a bec’h e meur a fæçon : re-hir e chomont da c’hoari, re-vras c’hoariou a reont ha re e c’hevont. C’hoari da zul ouspen diveur dious-tu, petra-bennac ne dê quet e mare an ofiç a zo fall : en em exposi da goll ouspen ar pez a eller da c'hounit en un devez, a zo ive un drouc-bras, mæs Doue hepquen a oar peguer criminal eo ar re a dremen ul loden-vras eus ar sul o c’hoari hac oc’h eva dreist-voder, memes epad an ofiç divin ! allas, ar re o deus ar goal accustumanç-ma, a vezo diæz-bras dezo en em gorrigea, ha ma n’en em gorrigeont quet, ne antreint biquen e rouanlelez Doue : rac-se an abostol ne barlant anezo nemet en ur voëla, o veza ma zint adversourien da groas Jesus-Christ : flens dico inimicos crucis Christi [2]… 3° Ar beachou, ar pelerinachou, pe rederez ar pardoniou a zo ive, lies a vech, occasionou da brofani ar suliou hac ar gouëliou santel : un devez pardon a oa guechal un devez caer e pehini ar guir bænitantet a receve ar remission eus o fec’hejou ha cals a induljançou : mont a rent eleac’h ma vize pardon, gant guir santimanchou a feiz : en ur

  1. [II. Tim. I, 19.]
  2. [Phil. III, 18.]