Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
eil loden.


II. Profani a rer c’hoas ar zul dre’n œuvrou a voal-exempl ; evel ma’z-eo, an dansou, ar c’hoariou, ar beachou dangerus… 1° An dud avaricius a brofan ar zul oc’h ober labourou difennet, ato e cavont un dra-bennac da ober : an dud libertin hac an dud gourmand er profan dre o libertinach hac o gourmandis. Sant Augustin a lavar penos an dansou a zo quer control da santification ar zul ma ve guel ganthan guelet un den o labourat en e barq, ur plac’h o neza he c’heiel, eguet o guelet o tansal [1]. Perac ? abalamour al labour a zo ur mâd permetet hac ordrenet memes en un amzer-all, eleac’h an dansou, ma ne dint quet un drouc anezo o-unan, a zo da viana ato un occasion a bec’het. An dansou, ar zongesonou, an desirou, ar c’homzou, ar sellou, ar gestou, pep-tra-oll a zo evit an drouc-speret, netra evit Doue. Obliget omp da offr pep-tra da Zoue, ha da ober pep-tra evit Doue : mæs penos offr an danç , nac ive dansal dre garantez evit Doue ? An dansou da zul ha da vouël-berz a zo diouvech difennet, o veza ma zint ato un occasion a bec’het, hac o veza ma zint control da santification ar zul. Dansal da zul ha da vouël bers a zo ur c’haç reservet en escopti Querne. Ar c’honcil a Dour [2], da behini e tle oboissa ispicial ar brovinç a Vreiz, a zifen dansal da zul ha da vouël, hac a deu da excumunugui ar re a zançfe e mare an oferen-bred, pe e mare ar gousperou. Cals eus a rouanez Franç o deus græt ar memes difen : penos eta e caver tud aheurtet avoalc’h evit disprisout quellies a lezen ? O c’hundu hac o exempl a zo mercou sclær eus a fallagriez o c’halon… 2° Ar c’hoariou etre goazet ha merc’het a zo c’hoas dangerussoc’h evit

  1. [Cf. Aug., Sermo IX (De decem chordis), 3 : Et melius feminæ eorum [= ar Yuzevien] die sabbati lanam facerent quam toto die in mænianis suis impudice saltarent ; Enarr. II. in Ps. XXXII, 6 : Melius enim utique tota die foderent, quam tota die saltarent ; Enarr. in Ps. XCI, 2 : Melius est enim arare, quam saltare ; ha kalz lec’hioù all en enep d’an dansoù.]
  2. [Concil. Turon., an. 1583, Labbæus t. XV, p. 1019.]