Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xiv
pedennou

oc’h heullia mâd lezen Doue ; var va guinou, evit rei da gompren penos e tlean ober gant joa profession eus va feiz, difen lezen va mæstr divin dirac ar re a ra goab anezi ha caout ato plijadur o parlant a Zoue ; var va feultrin, evit disquez penos e tlean imprima lezen Doue doun em c’halon hac he heullia a boent-da-boent. Credi a ran, ô Jesus, eo ho comzou a glêvan ; mæs petra servicho d’în-me beza credet, ma na gonforman quet va buez d’am c’hreden ? petra servicho d’în-me beza bet ur feiz crên, ma n’am eus quet græt a œuvrou-mâd ? An drouc sperejou ive a gred, ha cousgoude a souffro eternelamant !… O Doue, pebes diffaranç etre maximou hoc’h Aviel ha va buez ! O Jesus, ne antreit quet e barnidiguez gant ho servicher paour ! Credi a ran, mæs roit d’în an nerz hac ar gourach da bratica-mâd ar pez a gredan !…

d’ar Gredo.

Canit ar Gredo assamblez gant an Ilis, pe e lennit en ho particulier, oc’h en em arreti a barfetet da songeal er pez a livirit : pep articl a so un objet eus ho feiz, hac ho jeiz a dle beza ferm hac heulliet a œuvrou-mâd.

d’an Offertor.

Er momet-ma, ô va Doue, ec’h offr deoc’h ar belec ar bara hac ar guin a dle beza, hep dale, cenchet en ho corf hac en ho coad precius ! O Jesus, me a offr deoc’h ive quement am eus, ha quement ma zoun : va c’horf, va ene, va bolontez ha va oll actionou ; cenchit ac’hanon en un den nevez, en un den hervez ho calon, evel ma vezo cenchet ar bara hac ar guin, offret brema dre zaouarn ar belec.