Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xiij
epad an oferen.


d’an Oræsonou.

Recevit, ô va Doue, ar pedennou adresset deoc’h evidomp-ni : accordit deomp ar graçou hac ar vertuziou a c’houlen an Ilis evidomp dre c’hinou ar belec. Guir eo, ô va Doue, penos ne vilitomp quet beza exaucet ; mæs considerit e c’houlennomp digueneoc’h ar graçou-se dre vilitou Jesus-Christ, hon Autrou pehini en deuz lavaret e vize accordet deomp petra bennac a c’houlenjemp digant e Dad en e hano !…

d’an Abostol.

An abostol a so ul lectur, guech eus an Testamant ancien, guech eus an ini nevez ; tennet eo peurvuia eus a scridou ar brofetet pe eus ar re an ebestel.

Rac-se, ô va Doue, e consideran an abostol-ma, evel ul lizer disquennet eus an êe evit va instrui : accepti a ran, a greiz va c’halon, ho lezen santel, ha selaou a ran, gant respet, ar guirionezou santel hoc’h eus inspiret hoc’h-unan d’ar brofetet ha d’an ebestel, mæs ive, ô va Doue, roit d’în an nerz d’o fratica hed va buez ! Perac, ô va Doue, ne allan-me quet ho tezirout evel ar bariarchet ! hoc’h anaout evel ar brofetet ! ho caret hac hoc’h heuill e pep leac’h, evel an ebestel !…

d’an Aviel.

Sevel a ran em zâ, ô va Zalver Jesus, evit clêvet ho comzou, rac ne dê mui ho profetet nac ho sænt eo a barlant er momet-ma, mæs c’hui hoc’h-unan, ô va Jesus, eo a deu d’am instrui. Ober a ran sin ar groas var va zall, evit rei da entent penos ur c’hristen ne dle jamæs caout mæz