Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
eil loden.

o requet d’an dud fall, pe da bermetti e c’heruffe ar pez a c’houlennont.

IV. Ar blasphem a zo ur goms injurius da Zoue, pe d’ar zænt, pe d’ar religion. 1° Da Zoue, pa lavarer dre exempl ne dê quet just : ne guemer quet a zourci eus an oll, eus a bep-unan, hac eus a bep tra e particulier : pa douer dre’r gueriou milliguet non-de-d…, sacre d…, double-d…, mil-d., etc. 2° D’ar zænt : pa zispriser anezo en o fersonach, en o œuvrou pe en o c’homzou. 3° Pa brætanter eo mâd an oll religionou ha ne dleer jamæs cench religion : hoguen, n’en deus cousgoude nemet ur guir religion evel n’en deus nemet ur guir Doue ; hac an ini a vel ema en hent fall na dle quet caout mæz evit quemeret an hent mâd, an hent unic a ell er c’hundui d’an eürusdd.

Ar blasphem a zo ur pec’het an horrupla, abalamour ma en em guemer rac-eon ous Doue, hac abalamour ma’z-eo pec’het an drouc-speret : an exemplou terrubl dre bere en deus Doue punisset ar blasphemou a ro ive da anaout o grevusded.

1° Ar blasphem ne de quet henvel ous ar pec’hejou-all difennet dre’r gourc’hemennou santel : ar pec’het ifâm-ma azo rac-eon a-enep Doue, dre fæçon ma c’hell beza hanvet ar pec’het a lez-vajeste divin : cometi insolançou en ilis ; laërez ar vessel sacr ; goal-dreti ministret an Autrou Doue, a so pec’hejou-bras, mæs en em guemeret oc’h Doue memes, pebes insolanç ! pebes crim ! Petra da lavaret eus a un oficer pehini o caout c’hoant da recheti hac o c’hallout sortial, a rechet ous e brinç ? Allas, blasphematourien, ho cundu a zo infinimant horruploc’h. Un dra-bennac a stourm ou-

7