Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
doctrin ar guir gristen.

ratur in nobis [1] ; Jesus-Christ en deus souffret a bep seurt poaniou, ha c’hui ne fell deoc’h souffr netra, penos e viot-hu eta curunet en êe ? Considerit exempl hor Zalver hac exemplou ar zænt, hac heanit da vurmuli, a lavar deoc’h levr an Imitation [2]. Gant ar boan, ar baourentez hac an dienez hoc’h eus e c’hallit prena an êe, eme sant Augustin : paupertas cœlum emit [3]. Goapeet, dispriset, calomniet oc’h e pep fæçon : mar hoc’h eus græt un drouc-bennac, souffrit gant patiantet , goulennit pardon digant Doue hac en em gorrigit ; ma n’hoc’h eus græt drouc-ebet, ha mar d’oc’h divlam e guirionez, en em rejouissit e Doue, a lavar deoc’h hor Zalver, rac ho recompanç a vezo bras ebars en êe ! [4] Oh ! ma vêllac’h curunennou caër ar zænt er barados, eme levr an Imitation [5], pell da zezirout commandi da unan-bennac, e carrac’h beza an diveza eus an oll : eno, eme ar memes levr [6], evit ur moment a boan, ho pezo un æternite a joa ; evit ar renq diveza etouez tud ar bed, ar plaç huella etouez ar zænt, hac evit ur moment a fatig, a drubulh hac a drouc, un eternite a repos, a liberte hac a beoc’h. Ar zænt o deus comprenet-mâd ar guirionezou-ma ha gonformet o buez d’o c’hreden : perac, a c’houlen sant Augustin, ne allomp-nî quet ober ar pez o deus graet ? Cur non potero quod isti et istæ ? [7] Soutfromp eta pep-tra evit Doue, rac ne erru netra nemet dre e volontez pe dre e bermission, ha pep-tra a erru evit hor brassa mâd, mar er c’haromp e guirionez : diligentibus Deum omnia cooperantur in bonum [8]… Laqueomp evez da requeti an disterra drouc na deomp hon-unan na da zen-ebet, rac Doue a deu a vechou da accordi

  1. [II. Cor. IV, 17.]
  2. [Cf. Imit. Chr., l. I, c. 18 (dre vras).]
  3. [Lakaet war gont s. Aostin gant Bonav., Pharetra, I, 43.]
  4. […]
  5. [Imit. Chr., l. III, ch. 47, 3.]
  6. [Cf. Imit. Chr., l. III, ch. 47 (dre vras).]
  7. [Cf. Aug., Confess. VIII, 11, n. 17 : Et irridebat me (…) quasi diceret : « Tu non poteris, quod isti, quod istæ ? »]
  8. [Rom. VIII, 28.]