Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
eil loden.

diganeomp. Ar vœu hac al lê a zo traou quen important hac a c’houlen quement a reflexion, ma lavare ar pap Corneill penos na dleer ober nicun anezo aroc an noad a bevarzec vloas [1]Gant justiç, da lavaret eo, e tle beza mâd ha just ar pez a brometer dre lê : rac-se, ma teuffe un den da douet e raffe un drouc-bennac, dre exempl, en em vengeo pe ne bardono quet, ar seurt leou a zo disleal ha ne dint quet just : pec’hi a rer o touet hac ur pec’het-all a rer oc’h accomplissa al lê. Hennez eo al lê a reas Herodes pa brometas da Heriodadez e roje dezi ar pez a c’houlenje, hac e roas pen sant Ian Badezour [2]. Hennez eo ive al lê a reas Jefpthe, pa brometas immoli da Zoue ar c’henta en devize cavet en ur retorn d’ar guær eus a ur gombat e pehini en devoa gouneet ar victor, hac e cavas e verc’h o tont d’e ziguemeret [3]. Hennez eo c’hoas al lê a reas Saül, pa brometas lacat d’ar maro an ini en devize debret an disterra tra aroc ma vize echu ar gombat ha gouneet ar victor ; evel-se en em zisclerias a-enep e vab Jonathas pehini n’en devoa quet clevet urz e dad hac a guemeras un tamic mel evit en em refresqui en ur dremen ur c’hoat [4].

Mæs evel ma’z-eo essoc’h chom hep touet eguet touet hervez lezen Doue ha gant ar c’honditionou requis a bere hon deus parlantet, hor Zalver a lavar deomp non pas touet e fæçon-ebet : ego autem dico vobis non jurare omninò, neque per cœlum quia thronus Dei est, neque per terram quia scabellum est pedum ejus [5] ; da lavaret eo, hervez doctrin an Ilis, ato inspiret ha cunduet gant ar Speret Santel, penos ne dleomp touet nemet e cas a necessite. Sant Augustin a lavar ive penos

  1. [Gw. Catech. Trident., III, cap. 3, q. 14 (diwar Grat., Decr., C. XXII, q. 5, c. 16).]
  2. [Gw. Mt. XIV, 6-12 ; Mc. VI, 21-29.]
  3. [Gw. Jud. XI, 23-40.]
  4. [Gw. I. Reg. XIV, 24-30.]
  5. [Matth. V, 34.]