Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
doctrin ar guir gristen.

pa lavare d’ar bobl a Israel : an êe hac an douar a zo testou penos em eus proposet deoc’h hirio eus a bers Doue, ar vuez pe ar maro : ar vuez , mar bezit fidel da viret e c’hourc’hemennou, hac ar maro, mar deuit d’o zerri dre ho faut [1]. An abostol sant Paul, pehini a gomprene-mâd comzou hor Zalver, evit desqui deomp ez-eo a vechou permetet touet, en deus er græt e-unan e lies-andret eus e lizerou : Doue, emezan, a so test, penos e lavaran ar virionez [2].

Cousgoude al lê evit beza agreabl da Zoue , a dle caout teir gondition pere a gavomp er profet Jeremias : Touet a reot o c’hervel da destan hano a Zoue, mæs gant guirionez, gant prudanç ha gant justiç. Jurabis, vivit Dominus ! sed in veritate, in judicio et in justitia [3]… Touet a reot o c’hervel da dest an hano a Zoue ; a-enep quemen-ma e pec’h ar re n’o deus en o guinou nemet hano adversour-bras an Autrou Doue : an diaoul gueneoc’h ! an diaoul d’ho caço ganthan !… Gant guirionez : ar gondition-ma a zo necesser, rac touet e faus, a zo ur parjur, da lavaret eo, ur pec’het-bras peguen dister-bennac e c’hell beza matier al lê, ha memes ur c’haz reservet mar touer dirac justiç. Gant prudanç : da lavaret eo, ne dê quet permetet touet gant re a hardisseguez, hac hep songeal. Red eo examina hac un dra a gonsecanç eo, rac ne de quet permetet touet evit traou dister : red eo guelet ha necesser eo al lê, rac mar hoc’h eus testou avoalc’h evit goaranti ar pez a zebader ouzoc’h, perac implijea testeni santel an Autrou Doue ? Al lê o veza ive un dra pehini a zupos juridiction var an ini a forcer da douet, consideromp-mâd piou eo ar re er goulen

  1. [Cf. Deut. XXX, 19.]
  2. [Cf. II. Cor. I, 23 ; Rom. I, 6 ; Phil. I, 8 ; I. Thes. 22, 5 …]
  3. [Jer. IV, 2.]