Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
doctrin ar guir gristen.


II. Enori a rêr an hano a Zoue dre’r c’honversationou santel. Ar vugale a zent gant joa ous o zud hac a lavar-vâd anezo, a enor o-unan hac a laca enori o zud : evel-se ar gristenien en em blich o veuli Doue hac o clevet e veuli, a enor e hano santel. Pa veler servicherien contant eus o stad, ha pa o c’hlever o veuli an ty e pehini e servichout [sic], e leverer gant assuranç penos o mæstr a renq beza ur mæstr-mâd hac ez-int o-unan tud-a-fæçon : er memes tra, ar gristenien o deus ar c’hraç da gonformi o bolontez da volontez an Autrou Doue, en em gontant en e zervich, er meul e pep amzer, hac a zoug ar re-all d’er meuli assamblez gantho : dre o buez hac o c’homzou ez-int, etouez ar gristenien, c’huëz-vâd hor Zalver Jesus-Christ…

III. Enori a rer an hano santel a Zoue dre’r vœu. Ar vœu a so ur bromessa graet da Zoue eus a un dra guelloc’h, libramant ha gant intantion d’en em obligea. Ur bromessa, ha non pas ur resolution græt da Zoue. Ar vœu a zo quen excellant quen na eller en ober nemet da Zoue hepquen eus a un dra guelloc’h… Preja evit conservi ar yec’het hac en em antreteni e servich Doue a zo mâd, mæs en em dremen eus a ur pred-bennac evit apæsi coler Doue ha goulen ma vezimp pardonet a zo c’hoas guelloc’h, rac-se e c’heller ober vœu da yun. Pedi Doue teir guech en deiz a so caër, mæs er pedi seiz guech bemdez a zo caëroc’h : rac-se e c’heller ober vœu da bedi quellies-se, mui pe nebeutoc’h : dimisi a zo mâd, mæs chom hep dimisi a zo parfetoc’h, rac-se, e c’heller ober vœu a virginite. Ar vœu a dle beza græt gant liberte ha gant intantion d’en em obligea :