Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/167

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
eil loden.

rac ar vœu ne dê quet simplamant ur bromessa, mæs ur bromessa libr græt gant anoudeguez-vâd ha gant ur volontez sincer d’e accomplissa. Rac-se ar vugale pe ar zervicherien pere ne jouissont quet eus a ul liberte absolu a dle lacat evez da ober ur vœu bennac, noazus d’o zud pe d’o mistri, Ar re o deus græt vœu a so obliget d’e accomplissa dindan boan a bec’het, ha d’e accomplissa quenta ma allont. Cùm votum voveris Domino, non tardabis reddere, quia si moratus fueris, reputabitur tibi in peccatum [1].

Beza ez-eus c’huec’h seurt vœuïou : personel, reel, absolu, conditionel, solanel ha simpl.

1° Personel : pa brometit ho personach da Zoue dre’r vœu a virginite, pe ive pa brometit mont un tu-bennac, pe ober un dra-bennac ac’hanoc’h hoc’h-unan.

2° Reel : pa brometit rei eus ho tanvez d’an Ilis, d’ar paour, pe d’ar re-all.

3° Pa brometit un dra-bennac da Zoue hep condition-ebet, ar vœu a rit a so absolu.

4° Conditionel : pa na brometit nemet e condition ma c’herruo gueneoc’h ur mâd, pe ma viot præservet eus a un drouc-bennac ; dre exempl : mar ro Doue d’in ar yec’het,… mar ten va mab ur billet huel.

5° Ar vœuïou solanel eo ar re a rêr solanelamant o receo an urzou sacr pe o c’hantren en ur stad aprouet gant an Ilis (Charancy [2]).

6° Simpl : eo hanvet ar vœuïou pere ne dint quet recevet solanelamant gant an Ilis, mæs pere a ra an den etre Doue hac ên, en e barticulier hac outhan e-unan.

An usach eus ar vœuïou a zo ancien-bras en

  1. [Deut. XXIII, 21.]
  2. [Gw. p. ix.]