Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
doctrin ar guir gristen.

rea, tec’het diouthan. Mæs pa implich louzou hep comzou, arabat eo e vlam re-vuan, rac cals a zo a louzaou a bere ne ouzomp quet anaout ar vertus : un den pehini ne dosta quet ous e sacramanchou ha pehini dre eno hepquen, a gundu ur vuez-fall, a lavar deoc’h e labour dre oræson ; mæs respontit dezan gant ar Scritur, penos ar bec’herien ne reont quet a viraclou : peccatores Deus non audit [1] ; dihoallit outhan, ha bezit sonch penos an dud-ma oll a zo excumunuguet gant an Ilis pehini a zifen ouzoc’h ive mont d’o c’haout, ha quemen-ma dindan boan a bec’het.

3° Œuvrou a idolerez a rêr o renta da zoueou-faus an enor dleet d’ar guir Doue, eguis a re guechal casi ar bed-oll pehini, eme Vossuet [2], a oa deut da veza evel un templ-bras e pehini pep tra-oll a oa Doue, nemet Doue e-unan. An heaul, al loar, ar stered, an astrou, an dud, al loened, al lugumanchou hac ar viçou memes a serviche da zoueou d’ar bayanet. Sclerigen ar feiz en deus laqueet an idolerez da guemeret an tec’h eus ar vro-ma ê pehini e oa guechal quer commun ; mæs, allas ! en he flaç eo deut, siouas ! an incredulite hac an impiete. Hirio e caver cals a dud pere a lavar en o c’halon, abalamour ma en desiront, penos n’ez-eus na Doue, na barados nac ifern ; en desirout a reont o veza ma ez-int tud-anevaled eus a bere ar vuez a zo fall-bras, hac a bere ar maro a vezo maleürus : caout a raint e goeled ar bez, eleac’h an neant a requetent, un immortalite horrubl pehini o goasco evel ur gouriç, epad an oll eternite. Hirio c’hoas ez-eus en hon touez cals a bayanet, o veza ma sacrifiont d’o fassionou eleac’h sacrifia d’ar guir Doue hepquen : immo-

  1. [Joan. IX, 31.]
  2. [Bossuet, Discours sur l'histoire universelle, Eil lodenn, ch. III.]