Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
eil loden.

mæs ar re a zo bet o caout ar sorcer o deus bet louzou hac o deus tennet ur billet mâd ; ar re a zo bet o caout an diviner o deus cavet ar pez o devoa collet. E c’halfe marteze dre chanç, beza guir quemen-se, petra-bennac ne rêr, casi ato, evit mont da gaout ar mævellou-se d’an drouc-speret, nemet coll poan ha dispign : supposomp o deffe tennet ur billet huel, mæs dre no fec’het o deus militet an ifern : cavet o deus ar pez o devoa collet, mæs collet o deus o ene : guerza o ene evit gallout chom ur pennadic hirroc’h er vro-ma, pe evit caout un nebeudic arc’hant : pebes follentez ! quentoc’h evit coll graç Doue, eo ret coll ar vuez-ma, hac ar bed-ma oll ma tepandfe diouzomp. Petra servich d’an den gounit ar bed-oll, eme ar Speret Santel, mar deu da goll e ene ! [1]... An observançou-væn a zo ur volontez da ober vâd deomp hon-unan pe d’ar re-all, oc’h implija certen praticou pe certen traou pere n’o deus quet, dreizo o-unan, an ners da brodui an effejou a zeziromp. Remerquit-mâd var ar poënt-ma penos quellies guech ma en em zervicher a gomzou gant ar remejou ez-eus ato superstition : an effet naturel eus al louzou ne zepand quet diouc’h comzou. An drouc-speret, eme an Tadou zantel, azo evel ur marmous ; fallout a ra dezan imita ar pez a ra Doue en e zacramanchou e pere en em zervicher a gomzou... Mæs mâd-bras eo, eme c’hui, ar c’homzou a brononç ar sorcer pe an diviner : cetu eno finessa an drouc-speret pehini a zistremp ar mel etouez ar poëzon, pe autramant a c’holo he-mâ a draou caër, mæs cousgoude e roï deoc’h ar maro. Mar guelit eta un den oc’h en em zervichout a gomzou, evit lemel ar bar pe evit ho pa-

  1. [Matth. VI, 26]