Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
doctrin ar guir gristen.


1° Ordren a ra deomp renta da Zoue an enor dleet dezan, da lavaret eo, an enor souveren, abalamour ma eo Doue an Autrou souveren, ar mæstr absolu da guement-so. An enor quenta-ma pehini a zo un enor a adoration, ha penini, abalamour da ze, ne de dleet nemet da Zoue hep-quen, un Doue hepquen a adori, a zo hanvet enor pe adoration a latri… An eil enor dleet d’ar Verc’hes, o veza ar burra hac ar zantella eus an oll grouadurien, a zo hanvet enor a hyperduli… An drede enor pehini a rentomp d’an ælez ha d’ar zænt a zo biannoc’h egued an ini a rentomp d’ar Verc’hes sacr, hac a zo hanvet an enor a zuli… Evel-se dre’r vertus a religion e rentomp da Zoue, d’ar Verc’hes ha d’ar zænt, couls ha d’o imachou, an enor hac ar respet a dleomp dezo, quen e public quen e particulier.

Enori a reomp Doue e public, oc’h azista er pedennou, en ofiçou hac en instructionou public ; oc’h ober vœuiou solanel, oc’h ober publicamant an aluzen, hac o quemeret dirac justiç Doue da test eus ar virionez a leveromp : enori a reomp ive an Autrou Doue, en hor particulier, pa hon deus recours dezan e secret, evel pa reomp dezan ar sacrifiç eus hor speret oc’h e sugea da veza oboissant d’ar feiz, hep disput na ræson ; eus hor c’halon, o renonç d’he oll siou-fall ; hac eus hor c’horf, o vont d’an daoulin, o cana salmou ha canticou spirituel, hac oc’h en em gonsideri evel un hosti beo, din da veza offret d’ar vajeste souveren a Zoue.

2° Ar vertus a religion a zesq ive deomp penos e tleomp enori ar Verc’hes Vari, an ælez hac ar zænt, o fedi, respeti o relegou hac o imachou…