Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/159

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
eil loden.

Enori. An enor a rentomp d’ar Verc’hes Vari, d’an ælez ha d’ar zænt, a zo fontet var autorite ar Scritur pehini a recommand deomp meuli an oll zænt e general : et laudem eorum nuntiet Ecclesia [1] ; ouspen, e ro deomp da anaout penos Abraham, Loth ha Josue o deus enoret gant cals a respet an ælez a apparissas dezo : ar c’honcil a Drant a veul ive ar fizianç o deus an dud fidel e protection ar zænt, hac an enor a rentont dezo. An Tadou santel eus an Ilis, n’o deus oll var ar poënt-ma, nemet ar memes langach : piou-bennac, eme sant Cyprien, a enor ar verzerien, a enor Jesus-Christ : quisquis honorat martyres, honorat et Christum [2] ; enori a reomp ar zervicherien, eme sant Jerôm, evit ma vezo an enor-se agreabl d’o maestr: honoramus servos ut honor servorum redundet ad Dominum [3]. Pratic an Ilis er poënt-ma, a zo anavezet gant an oll: an ilisou, ar chapelou a velomp, ar goueliou a zelebromp a rent testeni da zevotion an dud fidel evit ar zænt. 2° O fedi. Pedi a reomp ar zænt, o credi gant ræson, hervez ar Scritur, ar c’honcil a Drant hac an oll Dadou santel eus an Ilis, penos e c’hellomp intercedi evidomp dirac Doue. Sant Per a lavare, o veza var ar poënt da vervel, penos, goude e varo, en devize sonch eus ar re da bere en devoa preseguet an Aviel. An æl Raphael a lavaras ive da Dobi, penos, epad ma pede gant daëlou, e c’hoffre e bedennou da Zoue. Mâd hac util eo, eme ar c’honcil a Drant, pedi ar zænt evit obteni, dre o frotection, ar graçou hac ar sicourou a bere hon deus ezom [4]. Ar pap-bras sant Gregor a gred penos ar zænt a vêl pep tra e Doue evel en ur mellezour [5] ; ha sant Augustin [6] a lavar e tleer ato

  1. [Eccli. XLIV, 15.]
  2. [Maxim. Taur. (neket s. Kiprian), Sermo LXIX (in nat. ss. Petri & P.), hag Homil. CXVII (de Margarita).]
  3. [Hier., Epist. CIX (ad Riparium), 1.]
  4. [Concil. Trident., Sess. XXV : bonum atque utile esse suppliciter eos invocare, et ob beneficia impetranda a Deo …]
  5. [Cf. Greg. M., Homil. in Ezech. V, 13 (tost da vat).]
  6. […]