Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
eil loden.

domp hon-unan, abalamour da Zoue… Dre zicour an donæson-ma eus ar Speret Santel e reomp a Zoue an objet quenta ha principala eus hor c’harantez, non pas hepquen abalamour d’ar pez a recevomp diganthan, na d’ar pez a bromet deomp, mæs abalamour ispicial dezan e-unan, da lavaret eo, abalamour maz-eo ar guir-vâd, ar mâd souveren, evit pehini hac e consideration da behini e caromp hon nessa eveldomp hon-unan, da c’houzout eo, e teziromp d’hon nessa, ar memes vâd evel deomp hon-unan… Un doctor eus a douez ar Zaduceanet o veza goulennet digant hor Zalver pehini e oa ar gourc’hemen quenta eus al lezen, a recevas ar respond-ma : caret a reot an Autrou ho Toue, eus a greiz ho calon, he-ma eo ar c’henta hac ar hrassa gourc’hemen ; ha goude beza laqueet en eil renq an obligation da garet hon nessa, e c’hajoutas : an oll lezen hac ar brofetet a zo destumet en daou gourc’hemen-ma : in hoc lex pendet et prophetæ [1]… Ar gourc’hemen da garet Doue eo ar c’henta hac ar brassa ; ar c’henta, o veza maz-eo ar c’hozça eus an oll gourc’hemennou, rac Doue en deus en scrivet e-unan en hor c’halonou ; ar brassa, o veza ma ro deomp da anaout hon obligationou e quêver Doue, hac o veza ma pado da jamæs : ar prophetiou a heano, an dud a achuo da barlant, an descadurez a dremeno evel an traou-all, mæs ar garantez ne achuo biquen, eme an abostol : caritas nunquam excidit, sive prophetiæ evacuabuntur, sive linguæ cessabunt, sive scientia destruetur [2]. Ar feiz hac an esperanç hor c’hunduo betec an êe, mæs ar garantez a antreo gueneomp hac a chomo eno da virviquen.

  1. [Cf. Matth. XXII, 34-40.]
  2. [I. Cor. XIII, 8.]