Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
doctrin ar guir gristen.

eleac’h goulen pardon, e respontas : va fec’het a zo re-vras evit gallout beza pardonet d’în ! [1] O tizesperi, e cometas ur pec’het brassoc’h, eme ar pap sant Leon [2], eguet o scuilla ar goad e vreur. Nê deus gouli ebet, eme sant Gregor, na ell ur midicin oll-galloudus da barea : omnipotenti medico nihil est insanabile [3]. Gant ur goms en deus crouet ar bed, ha ne goust quet muioc’h dezan parea ar brassa clênvejou.

An diou zourcen malürus eus an disesper eo al luxur hac an diegui, eme sant Thomas [4] : hor c’harantez dreist-voder evit plijaduresou hor c’horf hac evit an traou terrien, a deu d’hor pellaat diouz an traou spirituel, ha d’hon lacat d’o c’honsideri evel traou re-boanius ha re-ziæz da ober : me garre gallout en em gorrigea, a lavar an den lubric, an den avaricius, an touer-doue, ar mezvier ; ober a reont marteze un dra-bennac evit cench, mæs hep dale e collont courach hac e cuëzont a nevez er memes dizurzou : perac ? Abalamour n’o deus quet an ners da zistaga o c’halon eus ar pec’het. Sant Augustin a lavar e rencas distaga e ini, evel a damou, diouz an traou crouet, hac o veza he distaguet gant cals a boan, ne zaleas quet d’en em rei antieramant da Zoue [5]. Heuillomp exempl ar zant-ma, comprenomp penos rouantelez an êe a zo ur recompanç pehini a renquer da c’hounit dre gals a boan hac a gourach , ha penos ne vezo curunet en êe, nemet ar re o devezo, ama var an douar, trec’het ar c’hiq, ar bed, an drouc-speret.

IV. Adori a rer Doue dre’r garantez : ar garantez a zo ur vertus dreist-natur dre behini e caromp Doue dreist pep-tra hac hon nessa evel-

  1. [Cf. Gen. IV, 13 sqq.]
  2. [Cf. Leo M., Serm. LIV (de Pass. Dom. III), cap. 3.]
  3. [Aug., Enarr. II. in Ps. LVIII, 11 (ad v. 18).]
  4. [Cf. Tho. Aq., Super Sent., Lib. II, dist. 43, q. 1.]
  5. [Gw. Aug., Confess., lib. VII-XI.]