Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
doctrin ar guir gristen.

êe, quemen-ma oll, unisset gant militou Jesus-Christ a bere e tennont o nerz hac o vertus, a zo profitabl d’an oll dud fidel hervez o dispositionou. An dud a vev e graç Doue a dôn continuelamant anezo ur profit hac un avantach incomprenabl ; mæs ar re a zo e stad a bec’het marvel ne dennont profit-all ebet anezo, nemet ar sicour a behini o deus ezom evit cench a vuez hac en em gonvertissa.

An dud a zo emeas eus ar guir Ilis n’o deus perz-ebet e communion ar zænt, rac-se ar bayanet pe an infidelet pere n’o deus quet recevet ar vadiziant ; an hæretiquet pere a nac’h un articl bennac eus ar feiz ; ar schismatiquet pere ne fell quet dezo en em zoumeti da autorite ar pap ; ar re o deus apostasiet, da lavaret eo, renoncet d’ar feiz goude beza he recevet ; an dud excumunuguet, da c’houzout eo, an dud pere abalamour d’o buez disordren a zo lamet gant an Ilis eus a douez he bugale, ar re-ma oll a zo brancou distag dious ar vinien, da lavaret eo, tud pere o veza en ur stad a varo dirac Doue, ne dennont profit nac avantach-ebet eus a gommunion ar zænt. Cousgoude, o veza ma’z-eo maro hor Zalver Jesus-Christ evit an oll, hac o veza ma c’hell rei, pa blich gantan, ar vuez d’ar re varo, an Ilis a bed evit an oll da vener ar groas…

O Doue, int a zo bras ha precius an avantachou a bere e chouis bugale hoc’h Ilis ! an oll madou spirituel o veza commun etrezo, ar re binvidic a ro eus o abondanç d’ar re baour ! an ini a zo crên a ro eus e nerz d’an ini a zo sempl ! evel-se, ô va Doue, an oll dud fidel en em zicour hac en em zouten er veach a reont oll varzu ar barados evit