Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
quenta loden.

boan, a bed ive, evit ar re o deus pedet… Communion ar zænt a zo ur gommunication a bedennou, a brotection hac a oeuvrou-mâd, pehini a zo etre sænt ar barados, cbristenien fidel an douar hac eneou ar purcator, pere oll en em zicour, hervez o galloud, evit caout an heur da veuli Doue assamblez… O caëra union ! ô peguer mâd eo an Autrou Doue en hon andret !!!

III. Ar madou spirituel, commun etrezomp oll eo, ar zacramanchou, an oferen, pedennoa hac œuvrou-mâd an dud just ha pedennou ar zænt pere a zo en êe. An traou-se oll a zo pinvidiguezou bugale Doue, evel ma’z-eo danvez un tad hac ur vam pinvidiguez temporel o bugale, pehini a vez partaget etrezo. Eürus an dud pere, petra-bennac ma’z-int paour eus a vadou an douar, a zo cousgoude pinvidic eus ar madou spirituel a bere e parlantomp ! 1° Ar sacramanchou a zo sourcennou zantel, digor d’an oll gristenien, hervez o ezom hac ar zirconstançou eus o buez ; oll e cavomp enno ar sicourou a bere hon deus ezom, m’ar o recevomp gant an dispositionou requis. 2° ar sacrifiç santel eus an oferen offret gant ar belec en un ilis particulier, a zo util d’an oll dud fidel, quen beo quen maro, abalamour an Ilis a offr dre zaouam ar belec evit he oll bugale ar victim a silvidiguez pehini a zo bet en em offret e-unan evidomp-oll. Ne vancomp quet eta da unissa hon intantion gant ini an Ilis, ha da offr da Zoue an oferennou a vez lavaret bemdez evidomp oll dre ar bed christen !… 3° pedennou hac œu-vrou-mâd ar grietenien, da lavaret eo, o finigennou, o aluzennou, ar poaniou a souffront gant patiantet ; pedennou ha militou ar zænt a zo en