ober pinigen, mæs an ene a gaf eno e joa hac e c’hontantamant.
Ar bevare. Avoalc’h a zrouc a ra an hini ne ra quet a vad.
Ar pempvet. An hini ne glasq nemet pligeout da Zoue, ha proculi e c’hloar, a so er bed evel pa ve e-unan gant Doue hepquen, ha ne ra van ebet pe èn a so enoret, pe dispriget gant an dud.
Ar chuec’hvet. Evit beza chezlaouet gant Doue, ne d’ê quet avoualc’h e bidi, mess ret eo e bidi ervad, gant devotion ha gant fervor.
Ar Sænt o deus graet traou bras, ha soufret cals a boaniou evit Doue ; peguement n’en deus quet græt ha soufret Sant Yan Chrisostom ! Ha beza hoc’h eus-hu ar gouraich da antrepreni evit gloar Doue un dra bennâc a vras ha diez ? Ha c’hui hoc’h eus calon da souffr evit Doue un dra bennâc a boanyus ha fachus ? Ober a reot an eil hac eguile mar hoc’h eus ur guir garantez evitàn ha ma na zouguet nementàn.
Eil reflexion. Ar bersecution, a souffr an dud honest, ne dint quet punitionou eus a berz Doue, mæs recompançou : eürus an hini a aznaf ar pris anezo ! Ar re a so persecutet, evit ar justiç hac ar virionez, o deus Doue en tu ganto, evit o difen, ha vengi an injur a rêr dezo.
r Sant-ma, guinidic eus ar Guær a Alexandrii,
goude beza tremenet e yaouanctis o servicha e ty ur
Boulanger, en em santas inspiret da guitaat commerç
ar bed, evit en em reï oll da servich Doue.
O clevet parlant eus ar vuez a gundue an Hermitet