Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Guenver.
83
Sant Yan Chrisostom.

brassa Escoptiou eus ar bed ; preseg casi bemdez ; pourvei d’an ezomou spirituel ha corporel eus a guement a beaurien, ha caout c’hoas ar sourci eus a eiz Provinç var-nuguent.

Un den quer santel ne alle nemeur mancout da veza emprouet dre an dribulation. O veza represantet gant ul liberte santel d’an Ampalaeres Eudoxia penaus e ree domaich da ur Vreg paour o quemeret douar, e voe condaonet d’an exil. Cousgoude, evel ma teuas souden queuz da Eudoxia, e voe galvet ar Sant da zistrei, hac an exil-ze ne badas nemet un devez.

Mæs ar peoc’h ne badas quet pell quen neubeut ; rac ar Pastor fidel ha leun a zel o veza preseguet gant cals a nerz a-enep c’hoariou public a vize græt ur certen devez en enor d’an Ampalaeres, gant cals a zisurz, ar brinces-ze en em gavas offancet, hac a reas e gaç en exil evit an eil gueich. Neuse voe guelet a bep-tu peaurien hac intànvezet o vouela o zad.

Ne ouffer quet cridi ar boan hac ar goal dretamant a souffras en e exil. Ar gonsolation unic en devoa a oa gallout labourat evil conversion an eneou eus ar vro-ze ha convertissa a reas en effet da Zoue un nombr infinit anezo.

O veza bet ur revelation eus an deiz ma tlie mervel, en em zisposas gant ur fervor nevez ; hac erfin, en ur lavaret ar c’homsou-mâ : Doue ra vezo meulet a bep-tra, e varvas en e exil, er bloaz 407 e tro an oad a dri-uguent vloaz.

Pa varvas e tigouezas e Constantinopl ur barr horrubl a c’hrisil, na pevar devez goude e varvas an Ampalaeres.

Maximou Spirituel Sant Chrisostom.

Ar Guenta. Ne deus vertuz ebet a guement lion tosta muy ous Doue, eguet an douçder : bugale Doue a so douç ha leun a vadelez.

An eil. An nep na zifen quet ar virionez, pa dle e ober, hac an hini ne gred quet e lavaret, a so quer coupabl evel an hini a lavar gaou.

An drede. Ar c’horf en deus poan o yun, hac oc’h