Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/754

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

. 787 An daouzecvet devez a viz Du. SANT MARTIN, PAB HA MERZER. —» Ab sant-mâ, guinidic eus a Dnscaan, goude beza en em roet-oll en e yaouanctis d’ar studi hac en em rentet habil-bras, a gunduas ur vuez quen humbl, quer fur ha quer santel ma voe choaset evit Pab, goude maro ar Pab Teodôr. Sant Martin, pastor mad ha fidel, ouspen ar sourci extraordinal a guemere da bourvei d’an ezomou spi-rituel eus an eneou, en devoa ur garantez quen te-ner evit e bobl ma voe hânvet Tad ar beaurien, hac evit guir biscoas ne oue guelet ur galon truezus- > soc’h en andret an dud affliget, na sourciussoc’h d’o soulagei. An Ampalaêr Constanc, pehini a voa heretiq, a reas e oll bossubl evit en alya da sina un dra con-troll d’ar feiz; maes ar Sant a reiisas a-grenn e ober, hac a respontas gant ur gouraich din anezân, e an-durze quen pep seurt tourmant, hac ar maro me-raes. An Ampalaer oc’h en em velet reüset a antreas e coler, hac e guemeras ar. resolution d’en em ven-gei. Reï a reas nrz d’e dud d’en em sezya eus ar Pab, ha d’e gass da Gonstantinopl, e pelec’h e voe treiet en ur faecoun indin hac injurius meurbet : ’ carguet a voe a chadennou, ha laqueet en ur pri-soun e pehini e voe dalc’het epad trï miz, heb caout al liberle da barlant ous den ebet. An Ampa-laer," o velet ne voa quet moyen da drec’hi e gou-raich, a ordrenas e gass en exil da Enesen Querso-neez, en tu-all d’ar Pont Euxin. Ne oufer quet compren peguement e anduras en e exil etouez ur bobl payen ha barbar, pehini er c’hemere evit ur c’hrirninal, hac en lesas da van-cout a bep-tra. Ar Sant a lauguissas epad pevar miz, Digitized by 788 Sant Martin, Paf. 12 Du. en ur sou