ne devoa quet quement a fizianc eveldan e providanc Doue, o veza represantet dezâ penaus en em lequee dre e alusennou quer bras, en danger da gaout er-fin dienez e-unan, e respontas dezi gant e zoucder ordinal: N’ho pezet aoun ebet, Doue en devezo sourei ac’hanomp queit ha rna hor bezo sourci eus ar beaurien. En ur bourvei d’an necessiteou corporel eus e nessa ne vanque quet d’e sicour ivez en e necessiteou spi-rituel; evel ma voa leun eus ar garantez divin e parlante a Zoue gant quement a onction hac a chrac ma touiche ar chalonou, consoli a ree an dudaffliget, quelen hac instrui a ree, gan{ doucder ha gant caran-tez,’ ar re a fazie, ha, dre e avisou fur ha carante-’ zus, e c’hounezas cals a eneou da Zoue. Erfin, goude beza cunduet epad ouspen daou-uguent vloaz ur vuez quer santel, e rentas e ene d’e grouer, er bloaz 119.7. An nombr bras a viraclou a c’noarvezas var e vez a reas e disclaeria Sant, trizec miz ha seitec devez goudc e maro. rèflexion. Ar marc’hadour-mâ a so en em rentet ur sant bras, hac en deus dastumet cals a vadou, en ur ober e drafic hac e gommer^ gant lealdet; bezit just ha leal eveldan en ho commerc, hac en em santifiot ivez en hoc’h stad, hac e prospero pep-tra gueneoc’b; maes mar deut da ober tromplerez pe fallagrièz en ho commerg, na esperit quet ho pe chanc ebet, rac ar madou goal-acquisitet a ya bepret da netra. Pcguement a varc’hadounen a goll o ene dre an dromplerez, o verza marc’hadourez, pe o trafica gant loenet; mar gallopt cuzet ar sy pe an deffaut a ve o marc’hadourez pe en o loenet, e teuzont d’o guerza evel pa ne ve faut ebet enno, ha, goude beza trom-plet evelse ur re bennâc, e sonch dezo beza graet un taul caer, maes sioaz, un taul fall eo, rac ober a reont c’hoas muy a c’haou out-o o-unan eguet ous ar rc a dromplont. . Mar fell deoc’h. ela ober ho sllvidigucz en ho Digitized by Liooole 782 Sant IIambon.
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/748
Neuz