Doue en deus roet d’e ilis meur a saent eus a bep stad hac eus a bep condition, evit disquez dejdmp e âllèr en em santifia e bep vocation. ’ W-. ¦ > ’¦ Sant Hambon, mab da ur marc’hadour eus a Gre-môn, en em rentas ive marc’hadour; tremen a reas e yaouanctis o verza marc’hadourez e stal e dad. Ober a ree e drafic hac e gommenj gant ul lealdet bras, non pas hebquen heb tromplerez ebet, maes heb guer-za memes biscoas en tu-all d’ar pris just ha resou-» nabl. • Patiantct ar varc’hadourien a vez alies emprouet gant tud difficil ha diraesoun; an den yaouanc-mâ en devoa bepret un aer douc ha gracius, pe èn a vize quemeret pe rebutet e varc’hadourez; hac en amser ne vize den en e stal nemetan, en em lequee da lertn, pe da ober ur beden bennâc. Consacri a ree ar sùliou ha gouefiou anlieramant-oll da servich Doue, heb clasq divertissamant ebet; assista a ree gant un devotion dreist-ordinal en 069 divin, hac e implige an nemorant amser o pratica euvrou a garantez. Ar vertuz, al lealdet hac iar cous-> tianc vad eus ar marc’hadour yaouanc o veza azna-vczct, e stal a oa bepret leun a dud; ha, pctra ben-nâc m’en em goutante eus ur profit bian, e teuas evelsè da zastnum madou bras. Goude maro e dad, oc’h en em gaout maestr eus e dra, e coumancas da ober alusennou-bras; ne ze-porte quet ma teuse ar beaurien da doul e zor, mont a ree cfo c’hlasq betec en o ziez, evit soulagei ispi-cial arbeaurien mezus, pere ne gredent quet discleria o faourentez, ha pourvei a ree da neccssiteou an oll beaurien eus a guaer a Gremôn. E bried, pchini evit Digitized by 0 Dti. Sant Hambon.. 781 •guir a oa ivez vertuzus, maes pehini cousgoude
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/747
Neuz