da guelcn dre gomsou hep-quen ho bugale, pe ar re so didannoc’h ; caSr ho pe parlant oiis o diouscouarn, quement a reot a vezo inulil, ma ne barlant Doue ous o c’halon; ho pezet ouspen-ze’ta sonch hac intantion da bidi evito, da bidi an autrou Doue da douich o c’halonou; d’e bidi da scuilla e c’hrac hac e venediction var o com-sou, var an instructionou pe an avisou a root dezo; dre ar voycn-ze o devezo muy a effet hac e labourot bepret gant frouez. At chenta devez a viz Du. GOUEL AN OLL SüENT. An ilis bepret gouarnet gant ar speret-saniel, bepret leun a zèl evit gloar ar saent, bepret attentif ous quement a ell contribui da silvidiguez an dud fidel, n’en em gountanl quet da veza proposet deomp e pep deiz eus ar bloaz ur sant e parliculier da enori; proposi a ra deomp hirio, en ur memes solennite, an oll habilantet eürus eus ar Jerusalem celestiel, evit ma teuï ân autrou Doue da scuilla varnomp e c’hracou gant abondanc, er gonsideration eus an nombr bras-ze a inlercessoret. Ar saent eus ar barados a so hor breudeur; beza ez omp-oll memprou eus ar mcraes corf mysliq; guir hon eus er raemes heritaich. Beza ez int "bet ar pez ma oump, hac a ellomp beza un deiz ar pez ma int. Ar gloar a behini a jouissont, hac o miritou re-compancet quer caêr a so din eus hon respet hac eus hor veneration; ar gallout o deus dirac Doue a so ivez evidomp ur raesoun bras a fizianc enno. Celu a-se an intantion e deus be.t an ilis en ur institui ar gouel solennel-mâ. Peguer bras bennâc ez eo an niver eus ar saent a bere e celebr an ilis ar gouel, pcp deiz eus ar bloaz, Digitized by Liooole 766 GoUEL an Olh
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/726
Neuz