ha da gnumunica d’an oll an tan divin pehini a an-üamme e galbn> Disclaeria a eureu da sant Caïus, Pab en amser-ze, an dessein hac ar c’hoant bras en devoa da gass ar sclaerigen eus ar félz er broïou ma oa neubeuta aznavezet Jesus-Christ. Ar Pab santel o veza e exhortet da heulia an inspiration divin, ha roet dczan e venediction, e guitâs e vfo hac e vadou evit dont e Frang. O veza arru er guaer a Amien, en ur gonsideri ar mad bras a oa da ober er c’harter-ze, e chommas eno. Pidi a ree hep cess an autrou Doue, dre beden-nou fervant, da scuilla e c’hra§ou hac e venediction var e Iabourou; tremen a ree an darn vuya eus an nôs en oraesoun, ha ne heane oc’h instrui ar bobl; evelse ivez e reas an autrou Doue cals a viraclou evit souten hac amproui an doctrin a brezègue, ha souden e voe guelet ur cenchamant caer er guaer a Amien, hac er c’harter divar-dro. Ne gomser dre ar vro nemet eus ar burzudou a ree Doue dre e servicher fidel; hac ar meuleudiou a renle an oll da Zoue a buplie e peb-lec’h santelez an den aposloliq-mâ. Ministret an idolou, o velet eu em gonvertisse d’ar feiz un nombr bras a dud, hac ez oa abandounet templou o Doueou faus, a reas o c’hlem d’ar gouarner Hictiovar, adversour touet ar gristenien; ar gouarncr-ze a eureu arreti ar sant, ha, goude beza graet c^scourgeza gant crueldet, a ordrenas e lacât er prisoun; Maes un eal o veza e zilivriet ac’hano, a prezegas antro-nôs vintin e creis ar blacen, gant muy a gourairh eguèt biscoas. An tyranl-ze, gant aoun na zeuzie ar bobl d’en em re-volli en e e-nep, a reas cundui ar sant d’arguaer a August, c pelec’h er c’hondaunas da veza dibennet, er bloas 287. REFLEXION. Ar sant-mâ, goude beza labouret epad an deiz da instrui ar bobl, a roe cals amser en nôs d’an orae-soun, evit pidi an aulrou Doue da scuilla e c’hra-^ou hac e venediclion var e labourou. N’en em gouti- Digitized by Liooole 31 Here. Sant Quenti«. 739 lantit quet da inslrui lia
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/725
Neuz