50 Eaust. Santes Rosa. 621 An tregontvet a viz Eaust. SANTES ROSA, eus a urz sant dominiq. A b sanles-mâ, pehini a so bet en he buez un exempl bras a vorlification, a oa guinidic eus a guaer a Lima en Ameriq. Un neubeut goude ma voe ganet, he mam a vel^s ur sclaerigen gaer var he bisaich, hac ar furm eus ur boquet rôs :dre’n abec a guemense a voe hanvet Rosa. Ober a reas veu a virginite en amser ma oa c’hoas yaouanc; ha d’an oad a bemzec vloaz, a reas veu da ober epad he buez abstinanc a guiq, ncmet ordrenet e vize dezi dibri, gant ar re o devoa autorite varnezi. Deut da uguent vloaz, e recevas an habit a drcde , urz sant Dominiq digant an tad Alfons Velasquez religius eus ar memes uns. Ar verc’h verluzus-mâ a c’houneze he boed o vryat; ha dre ar voyen-ze e sicoure c’hoas he c’herent, pere a oa tud paour. Pratica a ree morlificationou quen extraordinal ma ze diaez compren penaus a elle o souten, nemet dre viracl. Epad ar c’horaïz ne zcbre quet a vara memes, en em gountanti a ree eus un neubeut plusc frouez; var fin e buez e tremene meur a zeiz heb dibri nac eva. Bepret e tougue ur cilic. reun, ha var e fenn. dindan e gouel, e tougue ur gurunen car-guet a vroudou. Sacramanti a ree ordinal teir gueich er sizun; var fin e vuez e tremene pep devez daouzec heur, etre an nôs hac an deiz, en oraesoun pe e conlemplation, hac en nemorant amser he spe-ret a oa alau unisset gant Doue. Beza e devoe cals a giènvejou anquennius meur-bet; hac atau e lavare ne so.ufr quet c’hoas que-ment a boan evel e devoa miritel; en he brassa Digitized by 622 Santes Rosa. 50 Eau
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/588
Neuz