Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
11 Guenver.
Sant Theodoos.

quement d’ar silvidiguez, evel un descadurez christen : ar c’hentelliou quenta a rêr d’ar vugale a ra var o c’halon un impression pehini a so diez da effaci. Pebes domaich na reont quet d’o bugale an tadou ha mamou pere a vanq d’ar c’henta dêver-mâ ; ha pebes dommaich ne reont-ii quet c’hoas deze o-unan ? beza e vent ar re guenta punisset, rac n’o deus nemet bugale disent na libertin, defaut n’o deus o c’helennet abred.

Eil Reflexion. Sant Theodôs, d’an oad a c’huec’h vloaz ha cant, a ïoa leun a fervor, ha ne ziminüas netra eus e binigen. Diez ê beza devot, fervant, mortifiet, er bloaveziou diveza eus e vuez, d’an nep n’en deus quet coumancet adalec e yaouanctis da gundui ur vuez devot ha mortifiet. Diez ê chènch train a vuez ; ne veler nemeur a dud, goude ur vuez disordren, o tont da veza devot ha vertuzus, pa vezont deut coz. An oad a rent an den sempl ha dic’hantec da labourat en e silvidiguez, quercouls evel el labourou ail, ispicial pa ne vezer quet en em voazet abred. Peguement en em drompl eta ar re a zeu da ziferi o c’honversion d’ar bloaveziou diveza eus o buez !



An daouzecvet devez a viz Guenver.


SANT BENEAT, RELIGIUS
EUS A VRO SAUS.


————


Ar Sant-mâ, a heulias an armeou en e yaouanctis ; hac evel ma oa un Officer couraichus, e voa istimet gant ar Roue, hac enoret gant ar re vras.

Mæs d’an oad a bemp bloaz varnuguent, en ur gonsideri gloar an Eê e santas en e galon un disprigeanç vras eyit gloar ar bed. Neuse e yeas e pelerinaich da Rom. Ar guêl eus ar Plaçou Santel trempet gant goad an Ebestel, hac hini quen alies a