Theodôs, goude beza bizitet an Douar Santel, en em dennas en deserz, e pelec’h e tremene an darnvuya eus an dez hac eus an nos en Oræsoun ; hac, o conversi evel-se gant Doue, e sante en e galon an douçder eus ar joaüsdet celestiel.
Ar brud eus e Santelez o veza eet bete ar broyou pella , e voe guelet a bep seurt tud, hac eus a bep carter o tont d’en em lacât dindan e zirection, Tuchentil vras, Officerien, tud habil eus an Asii, eus an Affriq, eus an Arabii, hac eus an nord, pere gant an desir bras o devoa da ober o silvidiguez, a guitee pep-tra evit servicha Doue hebquen. Ar Sant-mâ a reas sevel ur Gouent vras evit o logea. Pep-tra a oa reglet gant un urz admirabl ; ar silanç a voa continuel, en hevelep fæcoun ma vize bet lavaret ne vize den er Gouent, petra bennâc ma edo en hi ouspen mil Religius ; ar c’henta quentel a ree an Abat Santel d’e Religius a oa, songeal bepret er maro ; e recommandi a ree dezo evel ar voyen ar c’hrêa evit trec’hi o goall inclinationou, hac avanç er vertuziou.
Ar sourci bras a guemere da bourvei d’an oll ezomou, quen spirituel, quen temporel eus e Religiuste, ne vire quet n’en devoa quement-all a sourci eus an dud clàn di-var-dro, eus ar beaurien, eus ar pelerinet hac eus an oll estranjourien pere en em bresante. Quement a fizianç en devoa e providanç Doue, ma receve an oll gant joa. Un dra eston ê, ha cousgoude guir, penaus eo bet guelet aviziou servicha er Gouent-se ouspen cant taul en un devez, evit an dud estren heb quen.
Theodôs a c’houarnas, bete fin e vuez, gant ur furnez hac un douçder ravissant, un nombr quer bras a Religuiset, oc’h o c’honsideri bepret evel e vreudeur hac e vugale ; hac e tremenas an tregont vloas diveza eus e amser, o veva gant griziou lousou hebquen ; ar pez ne viras quet na vevas bete an oad a c’huec’h vloaz ha cant. E varo eürus a erruas er bloaz 529.
An darnvuya eus ar Sænt o deus bet an avantaich da gaout un descadurez santel ; netra ne gontribu