chou; en em rentit din eus ar verzerinti dre ho couraich ; besit fidel, ha chomit ferm er feiz bete ar moumet divesa.
Ar prefet, goude beza graeg goal-dreti ar Santes, a lavaras d’ar c’hozza eua ar vugale : bezit furoch evit ho mam, a-nes ret é deoch souffr pep seurt touranchou. Va mam a so fur, a respontas Janvier, ha disquiant e venn va-unan ma teufen, dre aoun eus ho tourmanchou da miritout ar maro eternel. Felix, ar c’hozza varlec’h, a lavarras : ne faut nemet un neubeut a ræsoun hac a squiant evit guelet penaus ho tiviniteou ne dint nemet doueou faus : ne deus nemet ur guir Doue, hac impossubl eo e ve quen; cetu a-se va c’hreden hac hini va breudeur-oll: hoc’h oli tourmanchou ne vezint biquen capabl da semplaat hor feiz, na da ziminui ar garantez hon eus evit Jesus hor Salver. Ar prefet, oc’h espeFOut dorit a benn eus ar re yaouanca, a barlantas ous Yital ha Mar-tial. Vital a respontas: evit beza yaouancoc’h et>it va breudeur, riem eus quet neubeuioc’h a gouraich evit-o. Marlial, ar yaouanca a zisauezas ur gouraich hac un nerz ingal da hini e oll vreudeur : ar brassa aoun en devoa.a oa ne vize espernet: christen oun, emezân, ha quement a horrol am eus, eeel va breu-deur, eus hoch idolou ; ma laquit d’ar maro, chris-ten oun.
Condaunet e voent oll da vervel, ha mont a re-zont d’ar maro evei da un driomph. Janvier a voe scourgeset, hac a varvas dindan an tauliou ; Felix ha Philip a voe assoumet a daouliou*baz; Silanus a voe preripitet; Alexandr, Vital ha Martial a voe dibennet; santes Felicite o mam voe dibennet an diveza, ha lavaret a elleur penaus e deus souffret 011 dourmanchou he seiz mab pere a vele o vervel dirag he daoulagad, ha penaus ez eo bet eiz gueich merzeres.
Receo a rezont ar gurunen a verzerinti e-tro pevar bloaz hac eiz-uguent goude donediguez hor Salver.