Hor Salver o veza disclæriet dezo ur veich-all penaus e teuzient d’e abandouni, Sant Per a respontas : hac e teufe an oll d’hoc’h abandouni, evidon-me n’o quittaïn birviquen. Pa voe sæsiet Jesus-Christ gant ar yusevien, er jardin Olivet, Per hebquen gant sant Yan a chomas fidel d’e væstr hac en heulias bete ty Caïfas.
Jesus-Christ ivez a gargas an Abostol fervant-mâ a faveriou special hac en distinguas dious an Ebestel all e meur a occasion. E guemeret a reas evit test eus é viraclou principala ; cench a eureu e hano Simon, hac en hanvas Pêr, pehini a sinifi mæn, evit disquez penaus e vize ar mæn fond eus e Ilis ; e institui a reas e Viquel var an douar ; e etablissa, a reas Pastor universel eus an oll dud fidel ; reï a eureu dezan alc’hueziou rouantelez an Eê, gant ar gallout hac an oll autorite necesser evit gouarn an Ilis.
Guir e penaus en devoe ar fragilite hac ar maler da renonci e vestr, pa voe accuset da veza unan eus e zisquibien ; maes rapari a reas mad ar faut-ze dre e gontrition vras ha parfet, ha dre an daëlou a scuillas er rest eus e vuez. Goude m’en devoe recevet ar Speret-Santel da zez ar Pantecost, e prezegas gant quement a nerz ma convertissas tri-mii den en e guenta sarmon, ha pemp mil en eil. En ur antren en templ, o veza caet e hars an or ur paour-quaez oaget a zaou-uguent vloaz, pehini n’en devoa querzet biscoas, e ordrenas dezàn en hano a Jesus-Christ sevel en e sao. An den-ze a savas ha leun a joa e antreas en templ varlerc’h an abostol santel evit renta graçou da Zoue. An donæsoun a viraclou en heulie e peb-lec’h, e squeud memes a rente a yec’het d’ar re glan pere en em gave var e hent.
Prezeg a reas ar feiz d’ar Yuzevien disperset en Asii, e Galatii, e Capadoç hac Bitinil, ha, goude beza chommet ur maread-amser e Antiooh, e teuas erfin da Rom. Evelse, dre un effet eus ar brovidanç, ar memes Quær pehini a oa ar Guær principal eus ar bed, a zeuas ar c’hreizien eus ar religion ; hac ar Guaer-ze, goude beza bet a-ziaguent ar scol eus an errol, a zeuas da veza ar scol eus ar virionez hac ar væstres eus an oll ilisou eus an bed.