Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/437

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
An navet var-nuguent a viz Even.
SANT PER, ABOSTOL.
————


Sant Pêr, prinç an ebestel, ar penn visibl eus an Ilis ha viquel da Jesus-Christ var an douar, a oa guinidic a Betsaïd ha pesqueter. Goude m’en devoa ur veich aznavezet Jesus-Christ, ne vanque quet da vont d’e gaout peurvuya bemdez evit profita eus e instructionnou.

Salver ar bed, o veza e gaet un deiz o voalc'hi e rouejou en e vag, a lavaras dezan dont d'e heul : oboissa e eureu ; ne guitaas muy a-neuse e væstr divin, ha disquez a reas e pep occasion ur garantez ardant ha tener evintâ. Pa zisclærias Jesus-Christ d'e ebestel ez oa ret deza mont da Jerusalem, evit soufr eno tourmanchou bras hac ar maro memes, Per a lavaras : quemense ne arruo quet, ha miret mad a raïmp.