Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/435

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
463
28 viz Even.
Sant Leon, Pab.

beutoc’h a rigueur e quêver ar re a chomme obstinet en drouc ; hac em servichout a ree eus e oll autorite evit ober dezo rantren en o dever.

E zêl ardant hac e attantion var quement a alle crisqui an devotion etouez an dud fidel, a reas dezâ impligea an oll moyenou propr ha convenabl evit quemense ; n’en devoa quen application na quen sourci nemet evit retablissa dre an ilis universel ar burete a feiz hac ar santelez a vuez, da betra ive e contribue cals e-unan dre e exempl ; rac cundui a re ur vuez mortifiet, rei a ree gant larguentez d’an dud paour hac affliget ; hac e tesire mervel paour e-unan, oc’h assista ar beaurien.

Quement a vertuziou a ree d’an oll dud fidel desirout jouissa pell-amser eus an avantachou a brocure dezo ur pastor quer mad, mæs Doue a zisposas e fæçon-all, hac en em hastas d’er guervel eus ar bed-mâ evit e receo en e c’hloar. Mervel a eure er bloaz 684, dec miz ha seitec devez ebquen goude ma oa bet sacret Pap.

REFLEXION.

Ar Pab santel-mâ a receve gant ur garantez a dad ar re a oa couezet en ur faut bennâc, mar deuent d’e aznaout ha d’en em gorrigea ; mæs pourchu a ree eb remission ebet ar re pere, goude beza bet avertisset ha quelennet, a chomme obstinet en drouc. Ur Mæstr, un Tad hac ur Vam, evit en em acquita ervad eus o c’harg, a dle beza bepret leun a zouçder hac a vadelez ; mæs ivez e deont beza ferm ha reud e certen occasionou ; ret eo corrigea ar re a fazi. An eol a so ur remed douç hac excellant evit parea ar gouliou, mæs beza ez eus gouliou ous pere e ranquer applica an houarn hac an tân.

Ur mæstr re rust a zeu da revolti ar sperejou ; hac ur mæstr pe un tad re vad ha re indulgeant a goll e vugale pe ar re a so didan e garg ; o autorisa a ra en drouc, o renta a ra ardissoc’h da gommeti fautou-all brassoc’h. Ret eo eta corrigea, mæs gant vadelez ha gant patiantet. Mar gueler quement a vu-