Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/434

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 viz Even.
467
Sant Irenee.


REFLEXION.

Sant Irenee en devoa un horrol bras ous an errol ha doctrin fall an heretiquet ; mæs cals a garantez en devoa evit o fersonaich ; truez-ha compassion en devoa out-o, o velet ar stad deplorabl hac an dallentez e pehini e vevent, pedi a ree an autrou Doue d’ho esclerraat, ha labourat a ree gant cals a fatig evit o c’honversion. Imitomp ar sant-mâ pa velimp unan bennâc eus hpr breudeur couezet en ur faut grevus bennâc.

An nep en deus ur guir garantez en e galon, a so douç, humbl ha leun a druez ous e nessa, quên en e viseriou spirituel, quên en e viseriou temporel.



An eizvet-var-nuguent a viz Even.


SANT LEON, PAP, EIL EUS AN HANO.
————

Ar sant-mâ n’en devoa en e yaouanctis quen studi na quen ambition hemet da avanç er vertuziou hac er squianchou ; hac en effet e teuas da veza unan eus ar re habila ha santela eus e amser.

E garantez evit ar beaurien a oa quer bras ma zistribue dezo e oll vadou, hac e vrassa countantamant oa soulagei an dud reuzeudic hac affliget. Ar garantez-ze quer cristen, gant ar santelez eus e vuez, a reas rei dezàn ar-garg da zistribui an alusennou eus an ilis a Rom, ha goude maro ar pap sant Agaton e voe choaset evit e successor.

Ar Pap santel-mâ en devoa quement a druez ous ar bec’herien vrassa ma recevas gant un douçder carantezus dao heretiq hanvet Anastas ha Leonç ; ha disquez a reas dezo quer sclaer ar virionez ma teuzont da aznaout an errol e pehini e oant chomet bete neuse, ha ma resont abjuration anezi ; mæs ma voa leun a vadelez hac a zouçder evit ar bec’herien pere a aznaye o faut hac a zistroe, n’en devoa quet neu-