Ar Sant-mâ en devoe en e yaouanctis an eur da veza instruet gant sant Policarp, Escop eus a Smyrn. Ar Prelat vertuzus-ze, o consideri gant admiration ar speret lem, an innocanç ha docilite e zisquibl, en devoe cals a garantez evintâ, hac a guemeras ur sourci bras d’er furmi d’ar vertuz : Irenee eus e gostez na neglige netra evit profita eus an instructionou a ree dezâ ur mæstr quer santel. Disqui a ra e-unan deomp en e scridou penaus e remerque gant un attantion vras quement a ree hac a lavare S. Policarp : sonch am eus c’hoas, emezan, eus ar plaç e pehini oa asezet an Escop eürus-ze pa brezegue ; sonch am eus eus e santelez ac eus ar vajeste a apparisse var e visaich ; seblantout a ra din e glevet c’hoas o lavaret e pe fæçon en devoa converset gant sant Yan Evangelist ha gant cals a re-all pere o devoa bet an eur da velet Jesus-Christ pa veve var an douar. Chezlaou a reen gant ardor an traou-ze-oll, a ajout Irenee : o imprima a reent doun em c’halon, ha Doue a ra din ar c’hraç d’o c’haout ato em speret.
Irenee goude beza trec’het ar bayanet hac an heretiquet quen dre e loquanç quen dre e scridou, a voe casset da Lyon, evit sicour en e labourou apostoliq sant Fotin escop eus ar guær-ze, pehini a oa oaget bras. Sant Fotin er c’hassas da Rom evit consulti ar pap var an afferiou important eus an Ilis. En amser ma edo e Rom, e clevas ez oa commancet ur bersecution horrubl a-enep ar gristenien ebars Lyon. Quemense a reas dezàn en em hasta da zistrei evit assista e vreudeur ; mæs caër en devoe en em hasta abars ma erruas, cals eus ar bobl a Lyon hac o fastor sant Fotin o devoa deja anduret ar verzerinti. An desola-