An daou vreur santel Yan ha Paul en em lacaas da exerci gant muy a fervor eguet biscoas an euvrou a garantez. Profita a reent eus a faver an Ampalaer hac eus an istim a ree anezo, evit sicour an dud reuzeudic hac din a druez ; beza ez oant Protectoret an orfelinet, ha tadou ar beaurien.
Goude, maro a Ampalaer Constantin, Julien an apostat, o veza pignet var an trôn, an daou Sant-mâ a reas an diles eus o c’hargou enorabl, abalamour, ement-ii, ne allent quet en em resolvi da servicha ur Prinç adversour d’ar religion gristen. Quemense o veza bet raportet d’an Ampalaer Julien, e cassas ar Prefet Terentian d’o c’haout, gant urz da ober dezo adori an Idolou, pe d’o lacaat d’ar maro. Accordi a reas dezo cousgoude dec devez da ober o sonch.
An daou Sant a brofitas eus an fermen-ze evil distribui o madou d’ar beaurien, hac e tremenzont an darn-vuya eus an amser-ze en oræsoun. Da benn an dec devez Terentian, oc’h o c’haout bepret ferm ha couraichussoc’h eguet biscoas en o resolution, a reas o zibenna secretamant en o zy, e creiz an nos, gant aoun n’en em revoltze en e enep ar bobl a Rôm, pehini a istime hac a gare meurbet an daou vreur santel-ze.
O merzerinti a erruas er bloaz 362.
An daou vreur-mâ o deus en em garet meurbet en eo buez ha betec ar maro. Peguer caer ha peguen agreabl eo guelet ar breudeur oc’h en em ober hac o veva assambles e peoc’h hac en union ! Mæs pebes drouc, pebes disurz pa n’en em c’herout quet, pa sav cassoni ha disansion etrezo ! Gousgoude peguen ordinal eo guelet ar guerent hac ar breudeur o veva e yenigen an eil ous eguile, oc’h en em gassaal, oc’h en em zibri memes, oc’h en em ruina dre procesou, evit un interest dister, evit neubeut a dra, evit ur meudat douar. Pelec’h e ma garantez, ma n’e c’haver quet etouez ar breudeur memes !