Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/414

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 viz Even.
417
Sant Gerves ha Sant Protes.


An naontecvet devez a viz Even.


SANT GERVES HA SANT PROTES, MERZERIEN.
————

An daou Sant-mâ a oa daou vreur, ha bugale da Sant Vital, Merzer, ha da Santes Vallerii, Merzeres. Un tad ac ur vam quer santel ne allent quet mancout da rei d’o bugale un descadurez vad ha cristen ; hac o bugale a brofitas meurbet eus ar scôl vad a oa græt dezo, ac eus an exemplou caër a velant dirazo.

Goude ar maro glorius eus o Zad ac o mam, e teuzont da zistribui o madou bras d’ar beaurien : ha cundui a resont o daou en o zy ur vuez retiret ha mortifiet : n’o devoa quen commerç nemet en Eê, an Oræson hac al Lectur eus al Levriou santel a ioa o occupation ordinal, ac e tremensont dec vloas er Solitud-se, en ur veva quent ec’his Ælet eguet evel tud.

Dre ur vuez quer pur ha quer fervant e obtenzont digant Doue ar c’hraç a c’houlennent bemdez, da scuilla o goad evit ar Feiz. Astas, Commandant eus a arme an Ampelaer o tremen dre ar Guær a Vilan evit mont d’ar Bresel aenep ar Marcomanet, a glevas gant Ministret an Doueou faus e colse ar Victor, ma ne raze lacât d’ar maro Gerves ha Protes Adversourien bras d’an Doueou eus ar Rouantelez. Astas a reas dont dirazàn an daou Sant. Ordren a eure dezo adori an Doueou evit m’en devize un issu mad er bresel. Sant Gerves a respontas : permetit din, Autrou, lavaret deoc’h penaus n’en em guemerit quet mad ; rac pebes gallout o deus Doueou grêt gant metal pe gant coad ! Mar fell deoc’h gounit ar Victor, en em adressit da Zoue an Armeou, guir Doue an Eê hac an douar, Doue an oll Rouanteleziou, Doue ar Gristenien hac hoc’h hini, pa ne deus quen Doue nemetâ : èn ebquen a ell rei ar